Niveroù 21:5
Hag ô komza oud Doué ha Moizez, é lavaraz: Pérâg éc’h eûz-té hon tennet eûz ann Éjipt, évit ma varvchemp enn distrô? Bara hon eûz ézomm, n’hon eûz kéd a zour. Hor c’haloun é deûz heûg oc’h ar boed dister-zé. (T).
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 11:1Koulskoudé é savaz krôz é-touez ar bobl a-éneb ann Aotrou, ô véza (T) ma klemmchen̄t eûz hô skuizder. Ha pa glevaz ann Aotrou kémen̄t-sé, éz éaz drouk enn-han̄. (T). Hag eunn tan kaset gan̄d ann Aotrou a grogaz enn hô zouez hag a zevaz béven ar champ.
Numbers 11:20Hôgen é-pâd eur mîz a zeisiou, kén na zeûi er-méaz eûz hô tifron, ha ma trôi é heûg d’é-hoc’h; ô véza ma hoc’h eûz distolet ann Aotrou péhini a zô enn hô kreiz, ha ma hoc’h eûz gwélet dira-z-han̄, ô lavarout: Pérâg omp-ni deûet er-méaz eûz ann Éjipt?