Niveroù 11:25
Neûzé ann Aotrou a ziskennaz enn eur goabren hag a gomzaz out Moizez; hag ô kémérout eûz ar spéred a oa enn hé-man̄, hé rôaz d’ann dék dén ha tri-ugen̄t. Ha pa oé en em arzaôet ar spéred war-n-ézhô, é tiouganchon̄t, hag é réjon̄t bépréd abaoé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 11:17Ha mé a ziskennô énô évit komza ouz-id; hag é kémérinn eûz da spéred, hag é rôinn anézhan̄ d’ézhô, évit ma tougin̄t gan-éz béac’h ar bobl, ha na vézi két karget da-unan.
Numbers 16:25Moizez éta a zavaz, hag a iéaz étrézé Datan hag Abiron: hag hénaoured Israel a iéaz war hé lerc’h.
1 Samuel 10:5Ha chétu Saül a zeûé eûz ar park war-lerc’h hé éjenned, hag é lavaraz: Pétrâ zô m’éma ar bobl ô wéla? Hag é lavarchon̄t d’ézhan̄ ar péz hô dôa lavaret tûd Jabez.
1 Samuel 19:20Ha mé a laoskô tri zenn bir (T) out-han̄, ével ma fellfé d’in tenna d’ar gwenn.
Nehemiah 9:20Da spéred mâd éc’h eûz rôet dézhô évit hô deskî, ha n’éc’h eûz két tennet da vann eûz hô génou; ha dour éc’h eûz rôet d’ézhô enn hô séc’hed.