Niveroù 14:19
Distol, mé az péd, péc’hed ar bobl-man̄, hervez ma’z eo brâz (T) da drugarez, hag ével ma oud bét trugarézuz enn hé gén̄ver abaoé ma eo deûet er-méaz eûz ann Éjipt bétég al léac’h-man̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20Hag ann Aotrou a lavaraz: Distolet em eûz d’ézhô hô féc’hed hervez da c’her.
Cross References
Psalms 78:38Koulskoudé hén̄ a oa bépréd trugarézuz enn hô c’hén̄ver, hag a zistolé d’ézhô hô féc’héjou, ha na gollé két anézhô. Hag hén̄ a zistrôaz aliez hé vuanégez diout-hô, ha na lézaz két da zével hé holl frouden.
Psalms 106:45Hag hén̄ en dôé koun eûz hé gévrédigez; hag en dôé keûz hervez hé drugarez vrâz.
Ezekiel 20:8Hôgen hi hô deûz va héget, ha né két fellet d’ézhô va sélaoui; n’en deûz két pelléet pép-hini ann argarzidigézou diouc’h hé zaoulagad, ha n’hô deûz két dilézet idolou ann Éjipt. Ha mé em bôa lavaret pénaoz é skuḻfenn va buanégez war-n-ézhô, hag é sévenchenn va frouden enn-hô é-kreiz douar ann Éjipt.