Niveroù 14:45
Ann Amalésited hag ar C’hananéed péré a choumé war ar ménez a ziskennaz, en em daolaz war-n-ézhô, hô zréc’haz, hag a iéaz war hô lerc’h bétég Horma. ———— XV. PENNAD. Lézennou diwar-benn ar sakrifisou. Torrer ar sabbat.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 14:43Ann Amalésited hag ar C’hananéed a zô dira-z-hoc’h, hag é kouézot dindân hô c’hlézé, ô véza né két fellet d’é-hoc’h sen̄ti ouc’h ann Aotrou, ha na vézô két ann Aotrou gan-é-hoc’h.
Joshua 7:5A oé kannet gan̄d ar ré eûz a géar Hai; ha c’houec’h dén ha trégon̄t anézhô a oé lazet. Ann enebourien a iéaz war hô lerc’h adaleg hô dôr bété Sabarim, hag a lazaz ar ré a dec’hé étrézé ann draon̄ien. Ha kaloun ar bobl a oé spoun̄tet, hag é teûzaz é-c’hîz dour.
Judges 1:17Hôgen Juda a iéaz gan̄t Siméon hé vreûr, hag é trec’hon̄t ar C’hananéed péré a choumé é Séfaat; hag é lazchon̄t anézhô. Hag ar géar-ze a oé hanvet Horma, da lavaroud eo, anaoué.
1 Samuel 27:8En em zic’hiza a réaz éta; hag ô véza lékéat diḻad all, éz éaz gan̄d daou zén hép-kén; hag é teûaz dioc’h ann nôz da gavout ar vaouez-zé, hag é lavaraz d’ezhi: Diougan d’in dre spéred Piton, ha laka da zével enn-oun ar péz a livirinn d’id.