Niveroù 15:4
Piou-bennâg en dévézô lazet eur viktim, a gennigô évid ar sakrifiz-bleûd, ann dékved lôden eûz a eunn éfi, glébiet gan̄d éôl, hag en dévézô ar bévaré lôden eûz a eunn hin;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Hag é rôi évid ar sakrifiz-losk, pé évid ar viktim ann hévélep men̄t a wîn évit braoued-kennig.
Cross References
Leviticus 2:15Goudé béza skuḻet éôl ha lékéat ézan̄s war-n-ézhan̄, ô véza ma eo eur c’hennig d’ann Aotrou.
Leviticus 7:9Kémen̄t sakrifiz bleûd a véz poazet er fourn, pé rôstet war ar c’hriḻ, pé aozet er billik, a vézô d’ar bélek en dévézô hé genniget.
Leviticus 23:13Évit braoued-kennig é vézô rôet gan̄d ann oan daou zékved bleûd glébiet gan̄d éôl, ével eunn ézan̄s a c’houés-vâd d’ann Aotrou; hag évid gwin-kennig, ar bévaré lôden eûz a eunn hin.
Numbers 28:5Hag ann dékved lôden eûz a eunn éfi a flour-gwiniz a vézô glépiet gan̄t éôl ar glana, eûz ar bévaré lôden eûz a eunn hin.
Judges 9:9Hag hi a lavaraz: Ha mé a hell dilézel va lard a zô mâd d’ann douéed ha d’ann dûd, évid don̄t d’en em lakaad é penn ar gwéz?