Leviegezh 23:13
Évit braoued-kennig é vézô rôet gan̄d ann oan daou zékved bleûd glébiet gan̄d éôl, ével eunn ézan̄s a c’houés-vâd d’ann Aotrou; hag évid gwin-kennig, ar bévaré lôden eûz a eunn hin.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 2:14Mar kennigez d’ann Aotrou eur c’hennig eûz da gen̄ta-frouez, tamoézennou hag hî c’hoaz glâz, é krazi anézhô oud ann tân, hag é vrévi anézhô é doaré gwiniz, hag ével-sé é kennigi da gen̄ta-frouez d’ann Aotrou,
Leviticus 14:10Enn eizved deiz é kémérô daou oan dinam, hag eunn dan̄vad bloaz dinam ivé, ha tri dékved flour-bleûd gwiniz ar sakrifiz, glébiet gan̄d éôl hag ouc’h-penn eur chopinad éôl.
Numbers 15:5Hag é rôi évid ar sakrifiz-losk, pé évid ar viktim ann hévélep men̄t a wîn évit braoued-kennig.
Ezekiel 4:11Diouc’h gôr éc’h évi ivé dour, ar c’houec’hved lôden eûz a eunn hin; a amzer é amzer éc’h évi anézhan̄.
Ezekiel 46:14Hag hen̄ a gennigô péb min̄tin é sakrifiz évid ann oan-ze ar c’houec’hved lôden eûz a eunn éfi, hag ann drédé lôden eûz a eunn hin éôl, évid hé meski gan̄d ar bleûd: eur sakrifiz eo a dlé béza kenniget d’ann Aotrou hervez al lézen, bemdez ha da-vikenn.