Niveroù 16:38
É marô ar béc’herien: ha graet gan̄t-hô taolennou a stagô oud ann aoter, ô véza ma eo bét kenniget enn-hô ézan̄s d’ann Aotrou, ha ma in̄t bét san̄téléet, ha ma vézin̄t da arwéz ha da dést da vugalé Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 16:40Évit ma vijen̄t pelloc’h da gélen da vugalé Israel; évit na dôstai dén diavésiad é-béd, nag hini ha na vézô két eûz a wenn Aaron da genniga ézan̄s d’ann Aotrou, gan̄d aoun na c’houzan̄vché ével m’en deûz gouzan̄vet Koré, hag hé holl strollad, hervez m’en dôa ann Aotrou hé lavaret da Voizez.
Numbers 26:10Hag ann douar a zigoraz dré ann han̄ter évit loun̄ka Koré, kalz ré-all ô véza marô gan̄t-han̄, pa zevas ann tân dék dén ha daouzég-ugen̄t. Ha c’hoarvézoud a réaz eur burzud brâz;
Proverbs 1:18Hî ivé a aoz spiou a-éneb hô goad hô-unan, hag a zâv lindagou a-éneb hô énéou.
Proverbs 20:2Ével iudérez al léon eo spoun̄t ar roué; néb a hég anézhan̄, a béc’h a-éneb hé éné hé-unan.
Habakkuk 2:10Mennet éc’h eûz mézégez da dî, dispennet éc’h eûz kalz poblou, ha da éne en deûz péc’het.