Niveroù 17:10
Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Doug adarré gwialen Aaron é tabernakl ann désténi, évit ma vézô miret énô ével eunn arouéz eûz a zispac’h bugalé Israel, ha ma éanô hô c’hlemmou em énep, gan̄d aoun na varvchen̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Ha Moizez a réaz ével m’en doa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄.
Cross References
Numbers 4:18Na gollit két pobl Kaat eûz a douez al Lévited:
Numbers 16:21En em rannit eûz a greiz ar strollad-zé, évit ma hô c’hollinn war-eunn-drô.
Numbers 16:40Évit ma vijen̄t pelloc’h da gélen da vugalé Israel; évit na dôstai dén diavésiad é-béd, nag hini ha na vézô két eûz a wenn Aaron da genniga ézan̄s d’ann Aotrou, gan̄d aoun na c’houzan̄vché ével m’en deûz gouzan̄vet Koré, hag hé holl strollad, hervez m’en dôa ann Aotrou hé lavaret da Voizez.
Isaiah 1:2Sélaouit, én̄vou, ha klev, douar, râg ann Aotrou en deûz komzet. Bugalé em eûz maget, hag em eûz savet: hôgen hî hô deûz va disprizet.