The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 17

1Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:

2Komz out bugalé Israel, ha kémer digan̄t-hô gwialennou hervez hô breûriézou, daouzég gwialen, évid holl brin̄sed ar breûriézou; hag é skrivi hanô pép-hini war hé wialen.

3Hôgen hanô Aaron a vézô skrivet war wialen breûriez Lévi, ha péb breûriez a vézô skrivet war bét gwialen.

4Hô lakaad a ri é tabernakl ar gévrédigez, dirâg ann désténi, é péléac’h é komzinn ouz-id.

5Ar wialen eûz ann hini anézhô em bézô dilennet a vleûn̄vô; hag ével-sé é tiarbenninn klemmou bugalé Israel, hag hô krôzou enn hoc’h énep.

6Ha Moizez a gomzaz out bugalé Israel: hag ann holl brin̄sed a rôaz pép-hini hé wialen hervez hé vreûriez; hag en em gavaz daouzég gwialen hép gwialen Aaron.

7Moizez ô véza hô lékéat dirâg ann Aotrou é tabernakl ann désténi,

8An̄trônôz pa zistrôaz, a gavaz pénaoz gwialen Aaron, eûz a di Lévi, a oa bét héginet; ha pénaoz goudé béza deûet bron̄s war-n-ézhî, é oa savet bleûn̄ péré, pa oé digoret ann deliou, en em drôaz é alaman̄dez.

9Moizez a géméraz éta ann holl wial eûz a zirâg ann Aotrou, hag hô dougaz da holl vugalé Israel; hag hî a wélaz hag a géméraz pép-hini hé wialen.

10Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Doug adarré gwialen Aaron é tabernakl ann désténi, évit ma vézô miret énô ével eunn arouéz eûz a zispac’h bugalé Israel, ha ma éanô hô c’hlemmou em énep, gan̄d aoun na varvchen̄t.

11Ha Moizez a réaz ével m’en doa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄.

12Hôgen bugalé Israel a lavaraz da Voizez: Chétu omb bévézet holl, ha m’az éomp-da-gét.

13Piou-bennâg a dôsta out tabernakl ann Aotrou, a varv. Ha nî a dlé béza kaset-da-gét bétég ann divéza? ———— XVIII. PENNAD. Kargou ar véleien hag al Lévited. Préveûdi ha déog a dléeur da rei d’ézhô.

← Niveroù 16Read In The App, Free →Niveroù 18 →

Study Niveroù 17

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536