Niveroù 17:13
Piou-bennâg a dôsta out tabernakl ann Aotrou, a varv. Ha nî a dlé béza kaset-da-gét bétég ann divéza? ———— XVIII. PENNAD. Kargou ar véleien hag al Lévited. Préveûdi ha déog a dléeur da rei d’ézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12Hôgen bugalé Israel a lavaraz da Voizez: Chétu omb bévézet holl, ha m’az éomp-da-gét.
Cross References
Numbers 16:26Hag hén̄ a lavaraz d’ar ré a oa dastumet énô: Pellait diouc’h teltou ann dûd fallagr-zé, ha na likit két hô taouarn war nétrâ eûz a gémen̄t a zô d’ézhô, gand aoun na vec’h strôbet enn hô féc’héjou.
Numbers 25:8Éz éaz war-lerc’h ann Israélit-zé el léac’h gadal, hag hô zreûzaz hô daou war-eunn-drô, da lavaroud eo, ar goâz hag ar vaouez, er péz a zô réd évit génel. Ha gouli bugalé Israel a éhanaz.
2 Samuel 6:6Hôgen pa oen̄t deûet da leûr Nac’hon, Oza a astennaz hé zourn oud arc’h Doué, hag a viraz out-hi na gouezfé; râg ann éjenned a win̄ké hag hé lékéa da gôstézi.
1 Chronicles 13:11Glac’haret é oé David, ô véza ma oa bét skôet Oza gan̄d ann Aotrou; hag hén̄ a c’halvaz al léac’h-zé: kastiz Oza, bétég-henn.