Niveroù 18:2
Hôgen kémer gan-éz da vreûdeûr eûz a vreûriez Lévi, hag holl dûd da dâd; ha ra skoazellin̄t ha ra zervichin̄t ac’hanod; hôgen té ha da vipien, hô karg a réot é tabernakl ann désténi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 3:9Rei a rî al Lévited,
Numbers 8:19Ha mé em eûz hô rôet da Aaron ha d’hé vipien eûz a greiz ar bobl, évit ma zervichin̄t ac’hanoun é tabernakl ar gévrédigez é léac’h Israel, ha ma pédin̄t évit-hô; gan̄d aoun na zeûjé eur gouli war ar bobl, mar kréd tôstaad oud ar san̄tuar.
Numbers 16:40Évit ma vijen̄t pelloc’h da gélen da vugalé Israel; évit na dôstai dén diavésiad é-béd, nag hini ha na vézô két eûz a wenn Aaron da genniga ézan̄s d’ann Aotrou, gan̄d aoun na c’houzan̄vché ével m’en deûz gouzan̄vet Koré, hag hé holl strollad, hervez m’en dôa ann Aotrou hé lavaret da Voizez.
Numbers 18:4Hôgen ra vézin̄t gan̄-éz, ha ra ziwallin̄t oud ann tabernakl, hag out sévénidigez hé holl lidou. Na en em vesket gan-é-hoc’h diavésiad é-béd.