Niveroù 18:3
Al Lévited a vézô daré bépréd da ôber da c’hourc’hémennou, ha kémen̄d a vézô da ôber enn tabernakl; enn hévélep doaré koulskoudé na dôstain̄t két out listri ar san̄tuar, nag oud ann aoter, gan̄d aoun na varvchac’h, hag hî gan-é-hoc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 1:53Hôgen al Lévited a zisplégô hô zeltou war-drô d’ann tabernakl, gan̄d aoun na gouézché ar vuanégez war ann niver brâz eûz a vugalé Israel; hag hî a veḻô évit mirout tabernakl ann desténi.
Numbers 3:31Hag hî a virô ann arc’h, hag ann daol, hag ar c’han̄toler, aotériou ha listri ar san̄tuar, gan̄t péré é rain̄t hô c’harg, hag ar wél, hag ann holl draou eûz ann doaré-zé.
Numbers 4:15Ha pa hô dévézô Aaron hag hé vipien gôlôet ar san̄tuar hag hé holl listri, pa vézô savet ar c’hamp, neûzé é teûi mipien Kaat évid dougen kémen̄t a zô gôlôet; ha na lakain̄t két hô daouarn war listri ar san̄tuar, gan̄d aoun na varvchen̄t. Chétu karg mipien Kaat é tabernakl ar gévrédigez.
Numbers 4:20Hôgen arabad eo d’ar ré all klask (T) gwélout ann traou a zô er san̄tuar abarz ma vésin̄t gôlôet; râg anéz é varvchen̄t.
Numbers 18:7Hôgen té ha da vipien, mirit hô pélégiez ha kémen̄d a zell ouc’h lîd ann aoter, hag a zô enn diabarz eûz ar wél, a vézô é karg ar véleien; mar tôsta eunn diavésiad-bennâg out-hô, é vézô lazet.