Niveroù 4:15
Ha pa hô dévézô Aaron hag hé vipien gôlôet ar san̄tuar hag hé holl listri, pa vézô savet ar c’hamp, neûzé é teûi mipien Kaat évid dougen kémen̄t a zô gôlôet; ha na lakain̄t két hô daouarn war listri ar san̄tuar, gan̄d aoun na varvchen̄t. Chétu karg mipien Kaat é tabernakl ar gévrédigez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 1:51Pa vézô réd mon̄d enn hen̄t, al Lévited a zisteñô ann tabernakl; ha pa vézô diazézet ar c’hamp, her steñin̄t. Kémen̄t diavésiad-bennag a dôstai, a vézô lékéat d’ar marô.
Numbers 3:31Hag hî a virô ann arc’h, hag ann daol, hag ar c’han̄toler, aotériou ha listri ar san̄tuar, gan̄t péré é rain̄t hô c’harg, hag ar wél, hag ann holl draou eûz ann doaré-zé.
Numbers 7:9Hôgen da vipien Kaat né rôaz na kirri nag éjenned, ô véza ma in̄t karget eûz a zervich ar san̄tuar, ha ma tougon̄t hô béac’h war hô diskoaz.
Numbers 18:3Al Lévited a vézô daré bépréd da ôber da c’hourc’hémennou, ha kémen̄d a vézô da ôber enn tabernakl; enn hévélep doaré koulskoudé na dôstain̄t két out listri ar san̄tuar, nag oud ann aoter, gan̄d aoun na varvchac’h, hag hî gan-é-hoc’h.
Joshua 4:10Hôgen ar véleien a zougé ann arc’h a arzaôaz é-kreiz ar Jourdan, bété ma oé sévénet kémen̄d en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Jozué da lavaroud d’ar bobl, hag en dôa Moizez lavaret d’ézhan̄. Hag ar bobl a hastaz, hag a dreûzaz ar ster.