The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 2

1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, hag a lavaraz:

2Bugalé Israel a ziazézô hô c’hamp war-drô da dabernakl ar gévrédigez, hervez hô strolladou, hô arwésiou, hag hô baniérou, diouc’h hô ziez hag hô c’héren̄tiézou.

3Juda a zavô hé deltou étrézég ar sâv-héol, hervez strollou hé armé; ha Nahason, mâb Aminadab a vézô ar prin̄s eûz hé vipien.

4Ha niver ar stourmerien eûz ar vreûriez-zé a oa eûz a bévarzék mil ha tri-ugen̄t mil ha c’houec’h kan̄t.

5Ar ré eûz a vreûriez Isakar a zavô hô zeltou out ré Juda; ha Natanael, mâb Suar, a vézô prin̄s d’ézhô.

6Ha niver hé holl stourmerien a oa eûz a bévar mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’han̄t.

7Éliab, mab Hélon, eo ar prin̄s eûz a vreûriez Zabulon.

8Hag holl stourmerien hé vreûriez a oa eûz a seiz mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’hant.

9Ar ré holl a zô bét nivéret é kamp Juda, a oé eûz a c’houec’h mil ha naô-ugen̄t mil ha pévar c’han̄t; hag hî a iélô ar ré gen̄ta enn hô ban̄dennou.

10Élisur, mâb Sédéur, a vézô ar prin̄s é kamp mipien Ruben, war-zû ar c’hrésteiz;

11Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a c’houec’h mii ha daou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.

12Out-han̄ é vézô savet kamp breûriez Siméon, péhini é deûz da brin̄s Salamiel, mâb Surisaddai;

13Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a naô mil hag han̄ter-kan̄t mil ha tri c’han̄t.

14Éliasaf, mâb Duel, a oé prin̄s da vreûriez Gad.

15Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a bemp mil ha daou-ugen̄t mil ha c’houec’h kan̄t hag han̄ter-kan̄t.

16Ar ré holl a zô bét nivéret é kamp Ruben, a oé eûz a eur mil dék ha seiz-ugen̄t mil ha pévar c’han̄t hag han̄ter-kan̄t, enn hô ban̄dennou; ar ré-man̄ a gerzô da eil.

17Neûzé tabernakl ann desténi a vézô savet gan̄d al Lévited, hag hô ban̄dennou. Ével ma vézô savet, é vézô ivé lec’hiet; pép-hini anézhô a gerzô diouc’h hé leac’h hag hé reiz.

18War-zû ar c’hûs-héol è vézô kamp mipien Éfraim; hag Élisama, mâb Ammiud, a zô prin̄s d’ézhô.

19Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a zaou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.

20Hag out-hô é vézô breûriez mipien Manasez; ha Gamaliel, mâb Fadasur, a zô prin̄s dézhô.

21Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a zaou vil ha trégon̄t mil ha daou c’han̄t.

22Abidan, mâb Gédéon, a oé ar prin̄s eûz a vreûriez mipien Ben̄jamin.

23Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a bemp mil ha trégon̄t mil ha pévar c’han̄t.

24Ar ré hoil a zô bét nivéret é kamp Éfraim, a oé eûz a eiz mil ha kan̄t mil ha kan̄t dén, enn hô ban̄dennou: ar ré-man̄ a gerzô d’ann trédé.

25War-zû ann han̄ter-nôz é vézô lékéat kamp mipien Dan; hag Ahiézer, mâb Amisaddai, a zo prin̄s d’ézhô.

26Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a zaou vil ha tri-ugen̄t mil ha seiz kan̄t.

27Out-han̄ é vézô savet teltou breûriez Aser; ha Fégiel, mâb Okran, a zô prin̄s d’ézhô;

28Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a eur mil ha daou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.

29Ahira, mâb Énan, a zô prin̄s da vreûriez mipien Neftali;

30Hag hé holl stourmerien a oé eûz a dri mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’han̄t.

31Ar ré holl a zô bét nivéret é kamp Dan, a oé eûz a seiz mil kan̄t hag han̄ter-kan̄t mil ha c’houec’h kan̄t; ar ré-man̄ a gerzô ar ré zivéza.

32Ann niver éta eûz a vipien Israel, diouc’h tiez hô zadou, ha diouc’h ban̄dennou hô arme, a oé eûz a dri mil ha c’houec’h kan̄t mil ha pemp kan̄t hag han̄ter-kan̄t.

33Hôgen al Lévited n’in̄t két bét nivéret é-touez bugalé Israel; râg ével-sé en dôa hé c’hourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

34Ha bugalé Israel a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou. Lakaad a réjon̄t hô c’hamp diouc’h hô ban̄dennou, hag éz éjon̄t enn hen̄t diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou. ———— III. PENNAD. Nivérérez al Lévited.

← Niveroù 1Read In The App, Free →Niveroù 3 →

Study Niveroù 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536