Niveroù 23:21
N’eûz kéd a idol é Jakob, ha na wéleur két a skeûden é Israel. Ann Aotrou hé Zoué a zô gan̄t-han̄ hag é kléveur enn hô zouez soun gounid hô roué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20Kaset ounn bét évit benniga; na hellann két mirout na vennigchenn.
22Doué en deûz hé zigaset er-méaz eûz ann Éjipt, hag hé ners a zô hén̄vel oud hini ar rinoséros.
Cross References
Leviticus 9:24Hag eunn tân a zeûaz eûz ann Aotrou, hag a zevaz ann hostiv-losk, hag al lard a ioa war ann aoter. Pa wélaz ann holl bobl kémen̄t-sé, é veûlchon̄t ann Aotrou oc’h en em deûrel war hô génou. ———— X. PENNAD. Mipien Aaron devet gan̄t tân ann én̄v. Ar gwin berzet d’ar véleien.
Numbers 16:3Ha goudé ma oen̄t savet a-énep Moizez hag Aaron, é léverchon̄t d’ézhô: Ra vézô a-walc’h d’é-hoc’h ma’z eo ann holl bobl-man̄ eur bobl a zen̄t, ha ma éma ann Aotrou enn hô. Pérâg é savit-hu dreist pobl ann Aotrou?
Judges 6:13Ha Gédéon a lavaraz d’ézhan̄: Lavar d’in, va Aotrou, mé az péd, mar d-éma ann Aotrou gan-é-omp, pérâg é c’hoarvez kémen̄t-sé gan-é-omp? Péléac’h éma hé vurzudou, hô deûz danévellet d’é-omp hon tadou, ô lavarout: ann Aotrou en deûz hon tennet eûz ann Éjipt? Hôgen bréma ann Aotrou en deûz hon dilézet hag hol lékéat étré daouarn ar Vadianited.