Niveroù 22:23
Ann azénez ô wélout ann éal enn hé zâ enn hen̄t, hag hé glézé enn noaz enn hé zourn, a zistrôaz diwar ann hen̄t, hag a iéa a-dreûz ar mésiou. Ha pa skôé Balaam gan̄t-hi ô fellout d’ézhan̄ hé digas war ann hen̄t,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
24Ann éal en em lékéaz enn hé zâ enn eul léac’h strîz étré diou vôger a oa war-drô d’ar gwiniennou.
Cross References
Joshua 5:13Hôgen pa édô Jozué enn eur park eûz a géar Jériko, é savaz hé zaoulagad, hag é wélaz eunn dén enn hé zâ dira-z-han̄, hag eur c’hlézé noaz enn hé zourn: étrézeg enn-han̄ éz éaz hag é lavaraz d’ézhan̄: Hag eûz hor ré oud-dé, pé eûz hon énébourien?
1 Chronicles 21:16Ha David ô sével hé zaou-lagad, a wélaz éal ann Aotrou péhini a oa enn hé zâ étré ann én̄v hag ann douar, ha gan̄t-han̄ eur c’hlézé noaz enn hé zourn, ha trôet out Jéruzalem. Ha David hag ann hénaoured gwisket gan̄t saéou-reûn, en em daolaz d’ann douar war hô génou.
Daniel 10:7Mé Daniel hép-kén a wélaz ar wélédigez-zé: râg ann dûd a oa gan-én̄ n’hé gwélchon̄t két; hôgen eunn heûz brâz a grôgaz enn-hô, hag hî a déc’haz hag en em guzaz.
Jude 1:11Gwâ hî, râk kerzet hô deûz é hen̄t Kain, touellet in̄t bét dré ar gôbr ével Balaam, kollet in̄t bét évid hô énébiez ével Koré.