Niveroù 24:6
Ével traon̄iennou koadek in̄t, hag ével liorsou douret a-héd ar steriou, hag ével teltou en deûz startéet ann Aotrou, hag ével gwéz-sedr tôst d’ann doureier.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Péger kaer eo da dinellou, ô Jakob, ha da deltou, ô Israel!
Cross References
Psalms 1:3Hag hén̄ a vézô ével eur wézen a zô plan̄tet war-harz réd ann douréier, hag a roio hé frouez énn hé amzer: hag hé zelien na gouézô két; ha kémen̄d a rai a zeûi da vâd.
Psalms 92:12Ann dén reiz a vleûn̄vô ével ar wézen-balmez; ével gwéz-sedr al Liban é kreskô hé niver.
Isaiah 41:19Chétu éz ann da ôber traou névez: bréma é téraouin̄t, ha c’houi hô anavézô. Eunn hen̄t a rinn enn distrô, hag é likiinn steriou da rédek enn eur vrô né helleur két mon̄d ébars.
Jeremiah 17:18Hag hî a lavaraz: Deûit, ha mennomp ménosiou a-énep Jérémias: râk na ziouérô két a vélek évid al lézen, a zén fûr évid ar c’huzul, a brofed évid ar gér: deûit, ha skôomp war-n-ézhan̄ gan̄d hon téôd, ha na lékéomb évez é-bed oud hé holl c’hériou.