Niveroù 24
1Pa wélaz Balaam pénaoz é fellé d’ann Aotrou é vennigché Israel, n’az éaz mui ével kén̄t évit ôber hé ziougan; hôgen ô trei oud ann distrô,
2Hag ô sével hé zaoulagad, é wélaz Israel enn hé deltou, reizet diouc’h hé vreûriézou. Ha spéred Doué ô véza krôget enn-han̄,
3En em lékéaz da ziougani ha da lavarout: Chétu pétrâ a lavar Balaam, mâb Béor; chétu pétrâ a lavar ann dén a zô serret hé lagad:
4Chétu pétrâ a lavar ann hini a glev geriou Doué, ann hini en deûz gwélet gwélédigez ann Holl-c’halloudek, ann hini a gouez, hag a zeû ével-sé hé zaoulagad da zigeri:
5Péger kaer eo da dinellou, ô Jakob, ha da deltou, ô Israel!
6Ével traon̄iennou koadek in̄t, hag ével liorsou douret a-héd ar steriou, hag ével teltou en deûz startéet ann Aotrou, hag ével gwéz-sedr tôst d’ann doureier.
7Skuḻa a rai ann dour dreist hé zâḻ, hag hé wenn a vézô ével doureier brâz. Hé roué a vézô distaolet enn-abek da Agag, hag hé rouan̄télez a vézô tennet digan̄t-han̄.
8Doué en deûz hé zigaset er méaz eûz ann Éjipt, hag hé ners a zô hén̄vel oud hini ar rinoséros. Loun̄ka a rain̄t ar boblou a vézô énébourien d’ézhô; brévi a rain̄t hô eskern, hag é toullin̄t treûz-didreûz anézhô gan̄d hô saézou.
9Pa c’hourvez, é kousk ével eul léon, hag ével eul léonez ha na grédé dén da zihuna. Néb az pennigô, a vézô benniget hé-unan; ha néb az milligô, a vézô milliget.
10Balak ô véza savet droug enn-nan̄ out Balaam, a stlakaz hé zaouarn, hag a lavaraz: Évit millisien va énébourien em eûz da c’halvet, ha chétu enn-éneb éc’h eûz hô benniget teir gwéach.
11Distrô d’az kéar. Lékéad em bôa em penn digoll ac’hanod; hôgen ann Aotrou en deûz miret ouz-id n’az pé ar gôbr em bôa dileûret d’id.
12Ha Balaam a lavaraz da Valak: Ha n’em eûz két lavaret d’ar c’hannaded éc’h eûz kaset d’in:
13Ha pa rôfé Balak d’in leiz hé di a arc’han̄t hag a aour, na helfenn két mon̄d dreist gér ann Aotrou va Doué, évit ma lavarchenn nétrâ eûz va fenn, nag é mâd nag é drouk; hôgen é lavarchenn kémen̄d en dijé lavaret ann Aotrou d’in?
14Koulskoudé ô tistrei étrézé va fobl, é rôinn d’id eunn ali, évit ma wézi pétrâ a hellô da ôber da bobl oud ar bobl-zé enn deisiou divéza.
15Hag oc’h en em lakaad adarré da ziougani, é lavaraz: Chétu pétrâ a lavar Balaam, mâb Béôr; chétu pétrâ a lavar ann dén a zô serret hé lagad:
16Chétu pétrâ a lavar ann hini a glev geriou Doué, ann hini a anavez kélénnadurez ar Meûrbéd Uc’hel, ann hini a wél gwélédigésiou ann Holl-c’halloudek, ann hini a gouéz hag en deûz hé zaoulagad digor.
17Hé wélout a rinn, hôgen né két bréman̄; selloud a rinn out-han̄, hôgen né kéd a dôst. Eur stêren a zeûi eûz a Jakob, hag eur walen a zavô eûz a Israel; hag é skôiô gan̄t pennou Moab, hag é wastô holl vugalé Set.
18Hag ann Iduméa a vézô enn hé gers; digwéz Seir a iélô d’hé énébourien; hôgen Israel a rai pép trâ gan̄t kalz a galoun.
19Eûz a Jakob é teûi unan hag a aotrouniô hag a wastô ann dilerc’h eûz ar géar.
20Ha pa wélaz Amalek; oc’h en em lakaad da ziougani, é lavaraz: Amalek, ar c’hen̄ta eûz ar boblou, a iélô da goll enn divez. (M).
21Gwéloud a réaz ivé ar Sinéed; hag oc’h en em lakaad da ziougani, é lavaraz: Kré eo al léac’h é péhini é choumez; hôgen pétrâ-bennâg ma éc’h eûz lékéat da neiz er méan,
22Ha ma oud bét dilennet eûz a wenn Sin; pégeit é helli choum? Rag Assur az kémérô.
23Hag oc’h en em lakaad adarré da ziougani, é lavaraz: allaz! Piou a vézô béô, pa rai Doué kémen̄t-sé?
24Don̄t a rain̄t é listri eûz ann Itali; trec’hi a rain̄t ann Assiried; gwasta a rain̄t ann Hébréed; hag enn-divez é vézin̄t kollet hô-unan.
25Ha Balaam a zavaz, hag a zistrôaz d’ar géar. Balak a zistrôaz ivé dré ann hen̄t dré béhini é oa deûet. ———— XXV. PENNAD. Gadélez hag idolatri bugalé Israel. Kastiz ar bobl.