Niveroù 29:1
Ar c’hen̄ta deiz eûz ar seizved mîz a vézô ivé énoruz ha san̄tel évid-hoc’h: na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄; rak deiz ar soun skiltr, deiz ar c’herniél-boud eo.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 23:7Ann deiz ken̄ta a vézô liduz-brâz ha san̄tel d’é-hoc’h; na réot labour a gorf é-béd épad ann deiz-zé.
Leviticus 23:24Lavar da vugalé Israel: Er seizved mîz, d’ar c’hen̄ta deiz eûz ar mîz, é lidot ar sabbat gan̄t ann drompiḻou, é koun eûz ar zoun anézhô; hag ann deiz-sé a vézô galvet san̄tel. (M).
Numbers 29:35D’ann eizved deiz, péhini eo al lidusa, na réot labour gouniduz é-béd,
Ezra 3:6Adaleg ar chen̄ta deiz eûz ar seizved mîz é téraouchon̄t kenniga sakrifisou-losk d’ann Aotrou: hôgen né oa két c’hoaz diazézet templ Doué.
Nehemiah 8:2Esdras, ar bélek, a zigasaz éta al lézen dirâg ar strollad eûz ar oazed hag eûz ar merc’hed, hag eûz ar ré holl a hellé hé foella, enn deiz ken̄ta eûz ar seizved mîz.
Psalms 89:15Euruz ar bobl a anavez al lévénez. É goulou da zremm, ô Aotrou, é valéin̄t.