Niveroù 29
1Ar c’hen̄ta deiz eûz ar seizved mîz a vézô ivé énoruz ha san̄tel évid-hoc’h: na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄; rak deiz ar soun skiltr, deiz ar c’herniél-boud eo.
2Kenniga a réot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ézhan̄, eul leûé eûz ann tropel, eunn tourz ha seiz oan bloaz dinam;
3Hag évid ar c’hennigou all eûz ar sakrifiz, tri zékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl évit pép leûé, daou zékved évid ann tourz,
4Hag eunn dékved évid pép-hini eûz ar seiz oan;
5Hag ar bouc’h évid ar péc’hed, a zo kenniget évit diskarg ar bobl;
6Hép nivéri sakrifiz-losk ann deisiou ken̄ta eûz ar mîz, gan̄d hé voéd-kennigou, hag ar sakrifiz-losk peûr-baduz gan̄d ar braoued-kennigou diouc’h ar boaz: hô c’henniga a réot gan̄d ann hévélep lidou ével eur c’houés hétuz-brâz a zeveur dirâg ann Aotrou;
7Ann dékved deiz eûz ar seizved mîz-zé a vézô ivé san̄tel hag énoruz évid-hoc’h: gwana a réot hoc’h énéou enn deiz-zé, ha na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄.
8Kenniga a réot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ézhan̄, eul leûé eûz ann tropel, eunn tourz, ha seiz oan bloaz dinam;
9Hag évid ar c’hennigou all eûz ar sakrifiz, tri zékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl évit pép leûé, daou zékved évid ann tourz,
10Hag ann dékved lôden eûz a eunn dékved évit pép-hini eûz ar seiz oan;
11Hag ar bouc’h évid ar péc’hed, hép nivéri ann traou a vézeur boazet da genniga évid diskarg ar péc’hed, hag ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennigou hag hé vraoued-kennigou.
12Hôgeo d’ar pemzékved deiz eûz ar seizved mîz, pehini a vézô san̄tel hag énoruz évid-hoc’h, na réot labour gouniduz é-béd; hôgen eur goél lîd a réot d’ann Aotrou é-pâd seiz dervez.
13Kenniga a réot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ézhan̄, trizék leûé eûz ann tropel, daou dourz, ha pévarzék oan bloaz dinam;
14Hag évid ar c’hennigou all eûz ar sakrifiz, tri zékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl évit pép-hini eûz ann trizék leûé; ha daou zékved évit pép-hini eûz ann daou dourz;
15Hag ann dékved lôden eûz a eunn dékved évit pép-hini eûz ar pévarzék oan,
16Hag ar bouc’h évid ar péc’hed; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.
17D’ann eil zeiz é kennigot daouzék leûé eûz ann tropel, daou dourz, ha pévarzék oan bloaz dinam.
18Kenniga a réot ivé, diouc’h al lîd, ar boéd-kennigou hag ar braoued-kennigou évit pép-hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed hag eûz ann ein,
19Hag ar bouc’h évid ar péc’hed; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.
20D’ann trédé deiz é kennigot unnék leûé, daou dourz ha pévarzék oan bloaz dinam;
21Kenniga a réot ivé, diouc’h al lîd, ar boéd-kennigou hag ar braoued kennigou évit pép-hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed hag eûz ann ein,
22Hag ar bouc’h évid ar péc’hed; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.
23D’ar pévaré deiz é kennigot dék leûé, daou dourz, ha pévarzék oan bloaz dinam:
24Kenniga a réot ivé, diouc’h al lîd, ar boéd-kennigou hag ar braoued-kennigou évit pép-hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed hag eûz ann ein,
25Hag ar bouc’h évid ar péc’hed; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.
26D’ar pempved deiz é kennigot naô leûé, daou dourz, ha pévarzék oan bloaz dinam;
27Kenniga a réod ivé, diouc’h al lîd, ar boéd-kennigou hag ar braoued-kennigou évit pép hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed, hag eûz ann ein,
28Hag ar bouc’h évid ar péc’hed, hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd kennig hag hé vraoued-kennig.
29D’ar c’houec’hved deiz é kennigot eiz leûé, daou dourz, ha pévarzék oan bloaz dinam;
30Kenniga a réod ivé, diouc’h al lîd, ar boéd-kennigou hag ar braoued-kennigou évit pép-hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed hag eûz ann ein.
31Hag ar bouc’h évid ar péc’hed; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.
32D’ar seizved deiz é kennigot seiz leûé, daou dourz, ha pévarzék oan bloaz dinam;
33Kenniga a réod ivé, diouc’h al lid, ar boéd-kennigou hag ar braoued-kennigou évit pép-hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed nag eûz ann ein,
34Hag ar bouc’h évid ar péc’hed; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.
35D’ann eizved deiz, péhini eo al lidusa, na réot labour gouniduz é-béd,
36Hag é kennigot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ézhan̄, eul leûé, eunn tourz, ha seiz oan bloaz dinam;
37Kenniga a réod ivé, diouc’h al lid, ar boéd-kennigou hag ar braoued-kennigou évit pép-hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed hag eûz ann ein,
38Hag ar bouc’h évid ar péc’hed; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.
39Chétu pétrâ a gennigot d’ann Aotrou enn hô kouéliou-lid, hép nivéri ar gwéstlou hag ar rôou a-ioul a gennigot é sakrifiz-losk, é boéd-kennig, é braoued-kennig, hag é hostivou a béoc’h. ———— XXX. PENNAD. Lézennou diwar-benn ar gwéstlou gréat gan̄t lé.