The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 3

1Chétu aman̄ nestéd Aaron ha Moizez, enn deiz é péhini é komzaz ann Aotrou out Moizez war vénez Sinai.

2Ha chétu hanvou mipien Aaron: Nadab hé gen̄ta-ganet, ha goudé Abiu, hag Éléazar, hag Itamar.

3Chétu hanvou mipien Aaron, a zô bét béléien, a zô bét éôliet, hag a zô bét leûniet ha sakret hô daouarn évid ôber kargou ar vélégiez.

4Hôgen Nadab hag Abiu a varvaz hép bugalé, pa gennigen̄t tân a-ziavéaz dirâg ann Aotrou é distrô Sinai; hag Éléazar hag Itamar a réaz ar vélégiez dirâg Aaron hô zâd.

5Hag ann Aotrou a gomsaz out Moizez, ô lavarout:

6Laka da dôstaat breûriez Lévi, ha laka-hi da zével dirâg Aaron ar belek- brâz, évit ma zervichin̄t anézhan̄ ha ma veḻin̄t;

7Ha ma virin̄t kémen̄d a zell oud al lîd a dlé da ôber ar bobl dirâk tabernakl ann desténi;

8Ha ma tiwallin̄t listri ann tabernakl, ha ma rain̄t holl zervich hô c’harg.

9Rei a rî al Lévited,

10Da Aaron ha d’hé vipien, da béré in̄t bét rôet gan̄t bugalé Israel. Hôgen Aaron hag hé vipien a liki da ôber ar garg a vélék. Kemen̄d diavésiad a dôstai évid ôber ar garg-zé, a vézô lékéat d’ar marô.

11Hag ann Aotrou a gomzaz oud Moizez, ô lavarout:

12Mé em eûz kéméret al Lévited é-touez bugalé Israel é léac’h ar ré gen̄ta-ganet a zigor kôv hô mamm é-touez bugalé Israel; râk-sé al Lévited a vézô d’in.

13Rak kémen̄t ken̄ta-ganet a zô din. Abaoé ma em eûz skôet enn Éjipt gan̄d ar ré gen̄ta-ganet, em eûz san̄télet évid-oun kémen̄t ken̄ta-ganet é Israel, adaleg ann dén bétég al loen; d’in in̄t; mé eo ann Aotrou.

14Hag ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez é distrô Sinai, ô lavarout:

15Niver mipien Lévi diouc’h tiez hô zadou, ha diouc’h hô c’héren̄tiézou; kémen̄t paotr, adaleg eur miz hag ouc’h-penn.

16Ha Moizez hô nivéraz, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou;

17Hag é kavaz da vipien da Lévi, diouc’h hô hanvou, Gerson, ha Kaat ha Mérari.

18Mipien Gerson: Lebni ha Séméi.

19Mipien Kaat: Amram ha Jésaar, Hébron, hag Oziel.

20Mipien Mérari: Moholi ha Musi.

21Eûz a C’herson eo deûet diou wenn, hini Lebni, hag hini Séméi;

22Ha pa oé nivéret ann holl baotred adaleg eur miz hag ouc’h-penn, é oé kavet seiz mil ha pemp kan̄t.

23Ar ré-man̄ a dlé lakaad hô c’hamp adré ann tabernakl, étrézég ar c’hûs-héol;

24Hag hô dévézô da brin̄s Eliasaf, mâb Lael. 35 Hag hî a évésai out tabernakl ar gévrédigez,

25

26Oud ann tabernakl hé-unan hag oud hé c’houlc’her, oud ar wél a denneur dirâk dôr tabernakl ar gévrédigez, hag out gwéliou ann ôr-dâl; hag ivé oud ar wél a zô a-ispiḻ oud dôr leûr ann tabernakl ha kémen̄d a zell out lîd ann aoter, kerdin ann tabernakl hag hé holl listri.

27Eûz a Gaat eo deûet gwennou ann Amramited, hag ar Jésaarited, hag ann Hébronited, hag ann Oziellited. Ar ré-zé eo gwennou ar Gaatited nivéret diouc’h hô hanvou.

28Ann holl baotred, adaleg eur miz hag ouch-penn, a oé eûz a eiz mil ha c’houec’h kan̄t, évid diwallout ar san̄tuar:

29Hag hî a lakai hô c’hamp war-zû ar c’hrésteiz.

30Hag hî hô dévézô da brin̄s Élisafan, mâb Oziel.

31Hag hî a virô ann arc’h, hag ann daol, hag ar c’han̄toler, aotériou ha listri ar san̄tuar, gan̄t péré é rain̄t hô c’harg, hag ar wél, hag ann holl draou eûz ann doaré-zé.

32Hôgen Éléazar, mâb Aaron, ar bélek- brâz, ha prin̄s prin̄sed al Lévited, a vézô é penn d’ar ré a veḻô da ziwall ar san̄tuar.

33Hôgen eûz a Vérari eo deûet diou wenn, hini Moholi hag hini Musi, nivéret diouc’h hô hanvou.

34Ann holl baotred, adaleg eur miz hag ouc’h-penn, a oé eûz a c’houec’h mil ha daou c’han̄t.

35Hag hî hô dévézô da brin̄s Suriel, mâb Abihaiel; lakaad a rain̄t hô c’hamp war-zû ann han̄ter-nôz.

36Enn hô diwall hô dévézô elfennou ann tabernakl, hag hé sparlou, hag ar peûliou gan̄d hô steûdennou, ha kémen̄d a zell oud al lîd-zé;

37Peûliou al leûr trô-war-drô gan̄d hô steûdennou, hag ar peûliouigou gan̄d hô c’herdinigou.

38Moizez hag Aaron gan̄d hé vipien, péré hô deûz ann diwall eûz ar san̄tuar é-kreiz bugalé Israel, a lakai hô c’hamp dirâk tabernakl an gévrédigez, da lavaroud eo, war-zû ar sâv-héol. Kémen̄d diavésiad a dôstai out-hô, a vézô lékéat d’ar marô.

39Ann holl baotred é-touez al Lévited, adaleg eur miz hag ouc’h-penn, péré a oé nivéret gan̄t Moizez hag Aaron, diouc’h hô c’héren̄tiez, hervez gourc’hémenn ann Aotrou, a oé eûz a zaou vil war-n-ugen̄t.

40Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez: Niver ar baotred ken̄ta-ganet é-touez bugalé Israel, adaleg eur miz hag ouc’h-penn, ha dalc’h ann niver anezhô.

41Al Lévited a géméri évid-oun é léac’h ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel; mé eo ann Aotrou. Kéméroud a ri ivé hô loéned é léac’h ar ré gen̄ta-ganet eûz a loéned bugalé Israel.

42Moizez éta a nivéraz, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou, ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel:

43Hag ann holl baotred, diouc’h hô hanvou, adaleg eur miz hag ouc’h-penn, a oé eûz a zaou vil war n-ugen̄t, trizék ha trizég-ugen̄t.

44Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:

45Kémer al Lévited é léac’h ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel, ha loéned al Lévited é léac’h hô loéned, hag al Lévited a vézô d’in. Mé eo ann Aotrou.

46Hag évid ar priz eûz ann daou c’han̄t trizék ha tri-ugen̄t ken̄ta-ganet eûz a vugalé Israel, péré a zô ouc’h-penn niver al Lévited,

47É kéméri pemp sikl dré bép penn, hervez poéz ar san̄tuar. Ugen̄t obolen a dal ar sikl. (T).

48Hag é rôi da Aaron ha d’hé vipien ar prîz eûz ar ré a zô ouc’h-penn.

49Moizez éta a géméraz arc’han̄t ar ré a oa ouc’h-penn ann niver-zé, hag hô dôa dasprénet diouc’h al Lévited,

50Évid ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel; hag en dôé trizék kan̄t sikl pemp ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar.

51Hag hén̄ a rôaz ann arc’han̄t-zé da Aaron ha d’hé vipien, hervez ar gourc’hémenn en dôa rôet ann Aotrou d’ézhan̄. ———— IV. PENNAD. Kargou ha nivérérez al Lévited.

← Niveroù 2Read In The App, Free →Niveroù 4 →

Study Niveroù 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536