Niveroù 1:50
Hôgen laka-hi da brédéria tabernakl ann desténi, hé holl listri, ha kémen̄d a zell oud al lidou. Hî eo a zougô ann tabernakl, hag hé holl binviou; hî eo a rai hé zervich hag a zavô hô zeltou war-drô d’ann tabernakl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
49Na ra két nivérérez breûriez Lévi, ha na laka két hé niver gan̄d hini bugalé Israel:
Cross References
Numbers 1:53Hôgen al Lévited a zisplégô hô zeltou war-drô d’ann tabernakl, gan̄d aoun na gouézché ar vuanégez war ann niver brâz eûz a vugalé Israel; hag hî a veḻô évit mirout tabernakl ann desténi.
Numbers 3:1Chétu aman̄ nestéd Aaron ha Moizez, enn deiz é péhini é komzaz ann Aotrou out Moizez war vénez Sinai.
Numbers 3:23Ar ré-man̄ a dlé lakaad hô c’hamp adré ann tabernakl, étrézég ar c’hûs-héol;
Numbers 4:15Ha pa hô dévézô Aaron hag hé vipien gôlôet ar san̄tuar hag hé holl listri, pa vézô savet ar c’hamp, neûzé é teûi mipien Kaat évid dougen kémen̄t a zô gôlôet; ha na lakain̄t két hô daouarn war listri ar san̄tuar, gan̄d aoun na varvchen̄t. Chétu karg mipien Kaat é tabernakl ar gévrédigez.
Numbers 8:19Ha mé em eûz hô rôet da Aaron ha d’hé vipien eûz a greiz ar bobl, évit ma zervichin̄t ac’hanoun é tabernakl ar gévrédigez é léac’h Israel, ha ma pédin̄t évit-hô; gan̄d aoun na zeûjé eur gouli war ar bobl, mar kréd tôstaad oud ar san̄tuar.