Niveroù 31:30
Eûz a han̄ter lôden bugalé Israel é kéméri unan diwar péb han̄ter-kant, kenn eûz ann dûd, kenn eûz ann éjenned, hag eûz ann ézen, hag eûz ann dén̄ved, hag eûz al loéned all, hag é rôi anézhô d’al Lévited, péré a veḻ évit mirout tabernakl ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
29A rôi da Éléazar ar bélek -brâz, ô véza ma in̄t préveûdi ann Aotrou.
31Moizez hag Éléazar a réaz éta ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
Cross References
Numbers 3:7Ha ma virin̄t kémen̄d a zell oud al lîd a dlé da ôber ar bobl dirâk tabernakl ann desténi;
Numbers 3:31Hag hî a virô ann arc’h, hag ann daol, hag ar c’han̄toler, aotériou ha listri ar san̄tuar, gan̄t péré é rain̄t hô c’harg, hag ar wél, hag ann holl draou eûz ann doaré-zé.
Numbers 8:26Skoazia a rain̄t hep-kén hô breûdeûr é tabernakl ar gévrédigez, évit mirout ar péz a zô bet fisiet enn-hô; hôgen na rain̄t mui hô c’harg. Chétu pétrâ a likii dindân garg al Lévited. ———— IX. PENNAD. Eil bask. Peûl koabr ha peûl tân.
Numbers 18:23Ra zervichô ac’hanoun mipien Lévi hép-kén enn tabernakl, ha ra zougin̄t péc’héjou ar bobl. Eul lézen peûr-baduz é vézô enn hô kwennou. N’hô dévézô nétra all é-bed. (T).
Joshua 9:27Hag hén̄ a reizaz enn deiz-zé pénaoz é vijen̄t da vévellou d’ann holl bobl, ha da aoter ann Antrou; ha pénaoz é trouc’hchen̄t ar cheûneûd hag é tougchen̄t ann dour el léac’h a vijé dilennet gan̄d ann Aotrou, ével ma réon̄t c’hoaz béteg henn. ———— X. PENNAD. Jozué a laka ann héol da arzaôi, hag a gémer meûr a géar.
1 Chronicles 23:32Hag hî a virô lézennou tabernakl ar gévrédigez ha lîd ar san̄tuar, ha lézennou mipien Aaron hô breûdeûr, évit servicha é tî ann Aotrou. ———— XXIV. PENNAD. Reiz ha kargou ar véleien.