Niveroù 8:26
Skoazia a rain̄t hep-kén hô breûdeûr é tabernakl ar gévrédigez, évit mirout ar péz a zô bet fisiet enn-hô; hôgen na rain̄t mui hô c’harg. Chétu pétrâ a likii dindân garg al Lévited. ———— IX. PENNAD. Eil bask. Peûl koabr ha peûl tân.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
25Ha pa hô dévézô han̄ter-kan̄t vloaz krenn, éc’h éhanin̄t da zervicha.
Cross References
Numbers 3:32Hôgen Éléazar, mâb Aaron, ar bélek- brâz, ha prin̄s prin̄sed al Lévited, a vézô é penn d’ar ré a veḻô da ziwall ar san̄tuar.
Numbers 31:30Eûz a han̄ter lôden bugalé Israel é kéméri unan diwar péb han̄ter-kant, kenn eûz ann dûd, kenn eûz ann éjenned, hag eûz ann ézen, hag eûz ann dén̄ved, hag eûz al loéned all, hag é rôi anézhô d’al Lévited, péré a veḻ évit mirout tabernakl ann Aotrou.
1 Chronicles 26:20Hôgen Ac’hias a oa da vérer war den̄zoriou tî Doué ha war al listri sakr.
Ezekiel 44:11Ar ré-zé a vézô da den̄zoridi em san̄tuar, da borsiérien oud dôriou va zî, ha da zervichérien em zî; hî a lazô al loéned da leski, ha viktimou ar bobl; hag hî en em zalc’hô enn hô zâ dira-z-hô, évid hô zervicha.