Niveroù 31
1Ann Aotrou a gomzaz neûzé out Moizez, ô lavarout:
2Kastiz da-gen̄ta ar Vadianited diwar-benn bugalé Israel, ha goudé-zé é vézi unvanet gan̄d da bobl.
3Ha râk-tâl Moizez a lavaraz d’ar bobl: Rôid armou da lôd ac’hanoc’h évid ann emgann, évit ma hellin̄t tenna ven̄jan̄s ann Aotrou war ar Vadianited.
4Dilennit mil dén eûz a béb breûriez Israel, évid hô c’hâs d’ar brézel.
5Hag hî a rôaz mil dén eûz a béb breûriez, da lavaroud eo, daouzék mil dén-a-vrézel daré d’ann emgann.
6Moizez hô c’hasaz gan̄t Finéez, mâb Êléazar, ar bélek -brâz, da béhini é rôaz c’hoaz al listri san̄tel, hag ar c’herniel-boud évit seni gan̄t-hô.
7Ha pa hô dôé stourmet oud ar Vadianited, ha pa hô dôé hô zréc’het, é lazchon̄t ann holl baotred anézhô,
8Hag hô rouéed Évi, ha Rékem, ha Sur, hag Hur, ha Rébé, pemp prin̄s eûz ar vrô zé; ha Balaam, mâb Béôr, a lazchon̄t ivé gan̄d ar c’hlézé.
9Kémérout a réjon̄t ivé hô gragez, hô bugaligou, hô holl loéned, hag hô arrébeûri: preiza a réjon̄t kémen̄d hô dôa.
10En̄tana a réjon̄t hô c’heriou, hô bourc’hiou hag ho c’hestel.
11Hag hî a zastumaz ar preiz, ha kémen̄d hô dôa kéméret, kenn eûz ann dûd, kenn eûz al loéned,
12Hag hô digaschon̄t dirâk Moizez, ha dirâg Éléazar ar bélek -brâz, ha dirâg holl strollad bugalé Israel; hag ann traou all a gazchon̄t gan̄t-hô d’ar c’hamp, é kompézen Moab, a-héd ar Jourdan, râg-énep da Jériko.
13Neûzé Moizez hag Éléazar ar bélek -brâz, hag holl brin̄sed ar sinagog a iéaz er-méaz eûz ar c’hamp war hô arbenn. (T).
14Ha Moizez ô von̄t drouk enn-han̄ out pennou ann armé, oud ar villénerien, oud ar c’han̄ténerien a oa deûet eûz ar brézel,
15A lavaraz d’ézhô: Pérâg hoc’h eûz-hu bét truez oc’h ar merc’hed? (T).
16Ha né két hî hô deûz touellet bugalé Israel, diouc’h atiz Balaam, hag hô deûz hô lékéat da derri lézen ann Aotrou gan̄t péc’hed Fogor, évit péhini eo bét skôet ar bobl?
17Lazid éta ann holl baotred, hag ar vugaligou anézhô zô-kén; lazid ivé ar merc’hed, gan̄t péré a zô bét kousket ar oazed.
18Hôgen mirid évid-hoc’h ann holl verc’hédigou, hag ar gwerc’hézed é-touez ar ré all;
19Ha choumit é-pâd seiz dervez er-méaz eûz ar c’hamp. Néb en dévézô lazet eunn dén, pé a vézô stoket oud eunn dén lazet, en em c’hlanô ann trédé hag ar seizved deiz.
20Glana a réot ivé ann holl breiz, ar gwiskou, al listri, hag ann traou all, pé a groc’hen, pé a vléô gevr, pé a goat.
21Éléazar ar bélek -brâz a gomzaz ivé ével-henn out tûd ann armé péré a oa bét er brézel: Chétu pétrâ a c’hourc’hémenn al lézen en deûz rôet ann Aotrou da Voizez:
22Ann aour, hag ann arc’han̄t, hag ann arem, hag ann houarn, hag ar ploum, hag ar stéan,
23Ha kémen̄d a hell tréménout dré ann tân, ra vézô glanet gan̄d ann tân. Hôgen kémen̄t ha na hellô két béza lékeat enn tân, ra vézô san̄télet gan̄d ann dour a ziskarg.
24Gwalc’hi a réot hô tiḻad er seizved deiz, ha goudé béza bét glanet, é teûot adarré d’ar c’hamp.
25Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez:
26Kémer ann niver eûz a gémen̄t a zô bét kéméret, adaleg ann dûd bétég al loéned, te hag Éléazar ar bélek -brâz, ha prin̄sed ar bobl;
27Ha rann ar preiz é diou lôden kévatal étré ar ré a zô bét ô stourmi er brézel, hag ar ré all eûz ar bobl.
28Ranna a rî ivé lôden ann Aotrou, eûz a hini ar ré a zô bét ô stourmi er brézel; unan war bemp kan̄t, kenn eûz ann dûd, kenn eûz ann éjenned, hag eûz ann ézen, hag eûz ann dén̄ved,
29A rôi da Éléazar ar bélek -brâz, ô véza ma in̄t préveûdi ann Aotrou.
30Eûz a han̄ter lôden bugalé Israel é kéméri unan diwar péb han̄ter-kant, kenn eûz ann dûd, kenn eûz ann éjenned, hag eûz ann ézen, hag eûz ann dén̄ved, hag eûz al loéned all, hag é rôi anézhô d’al Lévited, péré a veḻ évit mirout tabernakl ann Aotrou.
31Moizez hag Éléazar a réaz éta ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
32Hôgen ar preiz é dôa kéméret ann armé, a oé eûz a c’houec’h kan̄t mil pemzék mil ha tri-ugen̄t dan̄vad,
33Eûz a zaouzék mil ha tri-ugen̄t éjenn,
34Eûz a eur mil ha tri-ugen̄t azen,
35Hag eûz a verc’hed ha n’hô dôa két anavézet a oazed, daou vil ha trégon̄t mil.
36Ann han̄ter a oé rôet d’ar ré a oa bét d’ar brézel, da lavaroud eo, tri c’han̄t mil seiz mil ha trégon̄t ha pemp kan̄t dan̄vad;
37A béré é oé miret évit lôden ann Aotrou c’houec’h kan̄t pemzék ha tri-ugen̄t dan̄vad;
38C’houec’h mil ha trégon̄t mil éjenn, a béré é oé miret daouzék ha tri-ugen̄t;
39Trégon̄t mil ha pemp kan̄t azen, a béré é oé miret unan ha tri-ugen̄t;
40Ha c’houézék mil plac’h iaouan̄k, a béré é oé miret diou ha trégon̄t évit lôden ann Aotrou.
41Ha Moizez a rôaz ann niver eûz a bréveûdiou ann Aotrou da Éléazar ar bélek -brâz, ével ma oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄,
42Eûz ann han̄ter eûz a lôden bugalé Israel, en dôa lékéat a dù évid ar ré a oa bét d’ar brézel.
43Hôgen eûz ann han̄ter lôden a zigwézé d’ann dilerc’h eûz ar bobl, da lavaroud eo, eûz ann tri-c’han̄t mil seiz mil ha trégon̄t ha pémp kan̄t dan̄vad,
44Eûz ar c’houec’h mil ha trégon̄t mil éjenn,
45Eûz ann trégon̄t mil ha pemp kan̄t azen,
46Hag eûz ar c’houézék mil plac’h-iaouan̄k,
47Moizez a géméraz unan war péb han̄ter-kan̄t, hag hô rôaz d’al Lévited, péré a veḻé evit mirout tabernakl ann Aotrou, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet ann Aotrou.
48Neûzé ar ré gen̄ta eûz ann armé, ar villénerien hag ar c’han̄ténerien a zeûaz da gavout Moizez, hag a lavaraz d’ézhan̄:
49Nî, da zervicherien, hon eûz nivéret ar vrézélidi a ioa dindân hor galloud; ha n’eo kollet hini anézhô.
50Rak-sé é kennigomp, pép-hini ac’hanomp, é rô d’ann Aotrou, ann holl aour hon eûz gellet da gavout er preiz, lagadennou-gar, lagadennou-bréac’h, gwaliñer, kélc’hennou ha chadennou, evit ma pédi an Aotrou évid-omp;
51Moizez hag Éléazar ar bélek -brâz, a géméraz éta ann holl aour é meûr a zoaré,
52Hô dôa digaset ar villénerien hag ar c’han̄ténerien, hag a boézé c’houézék mil seiz kan̄t hag han̄ter-kan̄t sikl.
53Râk pép-hini en dôa bét évit-han̄ kémen̄d en dôa preizet.
54Ha Moizez ha Éléazar ô véza kéméret ann aour-zé a gasaz anézhan̄ é tabernakl ann desténi, ével eur mének eûz a vugalé Israel dirâg ann Aotrou. ———— XXXII. PENNAD. Moizez a rô hô lôden da Ruben ha da C’had enn tû all d’ar Jourdan.