Niveroù 31:8
Hag hô rouéed Évi, ha Rékem, ha Sur, hag Hur, ha Rébé, pemp prin̄s eûz ar vrô zé; ha Balaam, mâb Béôr, a lazchon̄t ivé gan̄d ar c’hlézé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 22:5Kannaded a gasaz da Valaam, mâb Béor, ann diouganer, péhini a choumé é-harz ster douar bugalé Ammon, évid hé gerc’hout, ha lavarout d’ézhan̄: Chétu eur bobl a zô deûet eûz ann Éjipt, a c’hôlô gorré ann douar, hag en deûz displéget hé deltou rag-énep d’in.
Numbers 23:10Piou a hellô nivéri poultr Jakob, hag anaout ann niver eûz a wenn Israel? Ra varvinn eûz a varô ar ré wirion, ha ra vézô va marô hén̄vel oud hô hini.
Numbers 25:15Hag ar Vadianitez a zô bét lazet gan̄t-han̄, a oa hanvet Kozhi, merc’h Sur, unan eûz ar brasa prin̄sed eûz ar Madianited.
Joshua 13:21Hag holl geriou ar gompézen, hag holl rouan̄télésiou Séhon, roué ann Amorréed, a réné é Hesébon, a drec’haz Moizez gan̄d prin̄sed Madian, hag Hévi, ha Rékem, ha Sur, hag Hur, ha Rébé, péré a oa pennou brâz Séhon a choumé er vrô.
Psalms 9:16Ann Aotrou a vézô anavézet diouc’h ar varn a rai; ar péc’her a zô bét paket é labouriou hé zaouarn.
Proverbs 11:3Eeunder ar ré reiz a rénô anézhô; ha touellérez ar ré zireiz a gollô anézhô.