Niveroù 22:5
Kannaded a gasaz da Valaam, mâb Béor, ann diouganer, péhini a choumé é-harz ster douar bugalé Ammon, évid hé gerc’hout, ha lavarout d’ézhan̄: Chétu eur bobl a zô deûet eûz ann Éjipt, a c’hôlô gorré ann douar, hag en deûz displéget hé deltou rag-énep d’in.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 31:8Hag hô rouéed Évi, ha Rékem, ha Sur, hag Hur, ha Rébé, pemp prin̄s eûz ar vrô zé; ha Balaam, mâb Béôr, a lazchon̄t ivé gan̄d ar c’hlézé.
Deuteronomy 23:5Hô kaset en deûz é-pâd daou-ugen̄t vloaz dré ann distrô: hô tiḻad n’in̄t két bét koazet gan̄d ann amzer, na boutou hô treid n’in̄t két bét bévézet gan̄d ar gôzni.
Nehemiah 13:2O véza n’hô deûz két diambrouget bugalé Israel gan̄t bara ha dour; ha ma hô deûz digaset Balaam enn hô énep, évid hô millisien; hag hon Doué a droaz ar valloz é bennoz.