Niveroù 32:22
Ha ma vézô ann holl vrô dindân hé véli. Neûzé é viot didamall dirâg ann Aotrou ha dirâg Israel, hag ho pézô enn hô kers dirâg ann Aotrou ann douarou a c’hoan̄tait.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 1:15Kén na rôi ann Aotrou ann éhan d’hô preûdeûr, ével ma en deûz hé rôet d’é-hoc’h, ha kén na vézint ivé perc’hen enn douar a dlé da rei d’ézhô ann Aotrou hô Toué: ha goudé-zé é tistrôod d’ann douar a zô d’é-hoc’h, hag é choumot enn-han̄, ével el léac’h en deûz Moizez, servicher ann Aotrou, rôet d’é-hoc’h enn tû-man̄ eûz ar Jourdan, râg-énep d’ar sâv-héol.
Joshua 10:30Hag ann Aotrou a lékéaz ar géar-zé gan̄d hé roué étré daouarn Israel. Laza a réjon̄t gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a choumé enn-hi ha na lézchon̄t két enn-hi ann distéia dén. Ober a réjon̄t da roué Lebna, ével m’hô dôa gréat da roué Jériko.
Joshua 11:23Jozué a géméraz éta ar vrô holl, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou da Voizez; hag é rôaz anézhi é kers da vugalé Israel, hervez hô lôdennou hag hô breûriézou: hag ar brézel a éhanaz er vrô. ———— XII. PENNAD. Hanôiou ar rouéed a zô bét tréc’het gan̄t Jozué. (T).
Joshua 13:29Moizez a rôaz ivé é kers da han̄ter-vreûriez Manasé ha d’hé vugalé, hervez hô c’héren̄tiézou, ann douar
Joshua 22:4Ha pénaoz en deûz lôdennet d’é-hoc’h dré ar sort ann holl zôuar-man̄, adalek tû ar c’hûs-héol eûz ar Jourdan bétég ar môr brâz, pétrâ-bennâg ma choum c’hoaz kalz brôadou: