Niveroù 35
1Ann Aotrou a lavaraz ivé kémen̄t-man̄ da Voizez é kompézen Moab oud ar Jourdan, râg-énep da Jériko:
2Gourc’hémenn da vugalé Israel rei d’al Lévited eûz ann digwésiou hô deûz bét,
3Keriou évit choum enn-hô, hag ar faboursiou war hô zrô; évit ma choumin̄t er c’heriou, ha ma vézô ar faboursiou évid hô saoud hag hô c’hézek.
4Ar ré-man̄, péré a vézô er-méaz eûz a vuriou ar c’heriou, en em hédô bété mil kammed trô-war-drô.
5Daou vil ilinad a héd hô dévézô war-zû ar sâv-héol, hag ivé daou vil war-zû ar c’hrésteiz. Eûz ann hévélep men̄t é vézin̄t étrézég ar môr, a zell oud ar c’hûs-héol, eûz ann hévélep men̄t war-zû ann han̄ter-nôz: ar c’heriou a vézô é-kreiz, hag ar faboursiou er-méaz trô-war-drô.
6Hôgen eûz ar c’heriou a rôod d’al Lévited, c’houéac’h anézhô a vézô miret évit béza da vénéc’hi d’ann dec’herien, évit ma hellô tec’hout étrézég enn-hô néb en dévézô skuḻet goâd eunn dén: hag ouc’h-penn ar ré-man̄, e rôot c’hoaz diou géar ha daou-ugen̄t,
7Da lavaroud eo, eiz kéar ha daou-ugen̄t enn-holl gan̄d hô faboursiou.
8Ar ré eûz a vugalé Israel péré hô-dévézô enn hô c’hers muioc’h a zouar, a rôi ivé muioc’h eûz ar c’heriou-zé, hag ar ré hô dévézô nébeûtoc’h, a rôi nébeûtoc’h: pép-hini diouc’h hé zigwez a rôi keriou d’al Lévited.
9Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez:
10Komz out bugalé lsrael, ha lavar d’ézhô: Pa hô pézô treûzet ar Jourdan, ha pa viot éat é douar Kanaan,
11Arwézit ar c’heriou a dlé béza da vénéc’hi d’ann dec’herien, péré hô dévézô skuḻet goâd eunn dén a-éneb hô ioul:
12Evit na hellô két kâr ann dén lazet don̄t da laza ann tec’her a vézô en em dennet enn-hô, kén na vézô hé-man̄ en em ziskouézet dirâg ar bobl, ha ma vézô bét barnet he giriégez.
13Eûz ar c’heriou-zé péré a vézô rannet évit béza da vénéc’hi d’ann dec’herien,
14Teir a vézô enn tû-man̄ d’ar Jourdan, ha teir é douar Kanaan,
15Évit ma tec’hô enn-hô néb en dévézô skuḻet goâd eunn dén, daoust pé é vézô eûz a vugalé Israel, pé eunn diavésiad, pé eunn tréméniad.
16Mar skô eur ré gan̄d ann houarn, ha ma varv ann hini a vézô bét skôet, é vézô tamalluz a lâz-den; hag hén̄ ivé a vézô lékéat d’ar marô.
17Mar taol eur méan, ha mar varv ann hini out péhini en dévézô hé daolet, é vézô kastizet enn hévélep doaré.
18Mar varv ann hini a vézô bét skôet gan̄t koat, é vézô ven̄jet gan̄t goâd ann hini en dévézô skôet gan̄t-han̄.
19Kâr ann hini a vézô bét lazet, a lazô al lazer-dén: kerken̄t ha ma vézô paket gan̄t-han̄ hel lazô.
20Mar bun̄t eur ré eunn dén dré gâs, pé mar taol eunn dra gan̄t-han̄ dré wall-ioul:
21Pé, ô véza hé énébour, mar skô gan̄t-han̄ a daoliou dourn, ha mar teû hé-man da vervel, ann hini en dévézô skôet, a vézô tamalluz a lâz-dén: ha kâr ann dén lazet, a hellô hé laza kerken̄t ha ma her c’havô.
22Mar d-eo dré zarvoud, hag hép kâs,
23Hag hép drougiez en deûz gréat unan eûz ann traou-zé,
24Ha mar d-eo lékéat da wir dirâg ar bobl, goudé ma vézô bét strivet ar giriégez étré ann hini en dévézô skôet ha kâr ann dén lazet;
25É vézô laosket ével eunn dén didamall, eûz a zourn ar ven̄jer, hag é vézô kaset adarré dré varn d’ar géar é péhini é oa bét tec’het; hag é choumô énô, kén na varvô ar Bélek-brâz a zô bét sakret gan̄d ann éôl san̄tel.
26Mar béz kavet ann hini en dévézô lazet, er-méaz eûz ar géar a zô bet dileûret évid ar ré harluet;
27Ha mar béz lazet gan̄d ar ven̄jer; néb en dévézô hé lazet a vézô didamall:
28Râg ann tec’her a dlié choum er géar-zé beté marô ar Bélek-brâz; hôgen goudé marô hé-man̄, é tistrôi al lazer d’hé vrô.
29Kémen̄t-man̄ a vézô miret ével eul lézen peûr-baduz é kémen̄t léac’h ma choumot.
30Al lâz-dén a vézô kastizet goudé béza klevet testou: na vézô barnet dén war desténi eunn dén hép-kén.
31Na zigémérot két a arc’han̄t digan̄d ann hini a zô tamalluz eûz a varô eur ré; hôgen râk-tâl é varvô hé-unan̄.
32Ar ré harluet hag ann dec’herien na hellin̄t két distrei é nép doaré d’hô c’heriou hô-unan abarz marô ar Bélek-brâz:
33Gan̄d aoun na zaotrfac’h ann douar é péhini é choumot, rak saotret é véz gan̄t goâd ar ré zinam, ha na hell két béza glanet néméd gan̄t goâd ann hini en dévézô skuḻet goâd eunn all. 31 Ével-sé eo é teûi glân hô touar, hag é chouminn gan-é-hoc’h. Rak mé eo ann Aotrou a choum é-kreiz bugalé Israel. ———— XXXVI. PENNAD. Lézen diwar-benn ann dimiziou.