Niveroù 4:49
Moizez hô nivéraz hervez gourc’hémenn ann Aotrou, pép-hini diouc’h hé garg hag hé véac’h, ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet dézhan̄. ———— V. PENNAD. Glanded ar c’hamp. Distol. Sacrifiz a warizi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
48A oé enn-holl eûz a eiz mil pemp kan̄t ha pévar-ugen̄t.
Cross References
Numbers 1:47Hôgen al Lévited na oen̄t két nivéret gan̄t-hô é breûriez hô c’héren̄tiézou;
Numbers 2:33Hôgen al Lévited n’in̄t két bét nivéret é-touez bugalé Israel; râg ével-sé en dôa hé c’hourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
Numbers 4:15Ha pa hô dévézô Aaron hag hé vipien gôlôet ar san̄tuar hag hé holl listri, pa vézô savet ar c’hamp, neûzé é teûi mipien Kaat évid dougen kémen̄t a zô gôlôet; ha na lakain̄t két hô daouarn war listri ar san̄tuar, gan̄d aoun na varvchen̄t. Chétu karg mipien Kaat é tabernakl ar gévrédigez.
Numbers 4:24Chétu aman̄ karg mipien Gerson: 23 Dougen a rain̄t gwéliou ann tabernakl, ha telt ar gévrédigez, hag ar gôlô all, hag ar gôlô krec’hin limestra a zô war-c’horré ar ré-man̄, hag ar gôlô a zô a-ispiḻ oud dôr tabernakl ar gévrédigez;
Numbers 4:32Ha peûliou al leûr trô-war-drô gan̄d hô steûdennou, hag ar peûliouigou gan̄d hô c’herdinigou. Kéméroud a rain̄t diouc’h niver ann holl listri hag ann arrébeûri, hag é tougin̄t anézhô.
Numbers 4:41Hen-nez eo ann niver eûz a bobl Gerson, hô deûz nivéret Moizez hag Aaron, hervez gourc’hémenn ann Aotrou.