Niveroù 4
1Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout:
2Kémer niver mipien Kaat eûz a-greiz mipien Lévi, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,
3Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t bloaz eûz ar ré holl a ia é tabernakl ar gévrédigez évit skoazia hag évit servicha.
4Chétu aman̄ karg mipien Kaat:
5Pa vézô réd sével ar c’hamp, Aaron hag hé vipien a iélô ébarz tabernakl ar gévrédigez, hag ébarz San̄t ar Zen̄t, hag é steñin̄t ar wél a zô a-ispiḻ oud ann ôr, hag é c’hôlôin̄t gan̄t-hi arc’h ann desténi;
6Lakaad a rain̄t c’hoaz war-c’horré eur gôlô krec’hin limestra hag é steñin̄t war-n-ézhan̄ eur ballen a liou c’hlâz, hag é lakain̄t ar sparlou.
7Hî a lakai ivé enn eur ballen a liou c’hlâz ann daol a varaou kennig; ha gan̄t-hi ann ézan̄souérou, hag al listri-brév, hag ar c’hôpou hag ann hanafou évid ar skuḻou braoued; hôgen ar baraou a vézô bépréd war-n-ézhi.
8Steña a rain̄t war-c’horré eur ballen tané, a c’hôlôin̄t c’hoaz gan̄d eur gôlô krec’hin limestra, hag é lakain̄t ar sparlou.
9Hî a gémérô ivé eur ballen a liou c’hlâz, gan̄t péhini é c’hôlôin̄t ar c’han̄tôler gan̄t hé gleûzeûriou, hag hé c’hultaniou, hag hé c’hévellou, hag hé holl listri éôl a zô réd évit ken̄derc’hel ar c’hleûzeûriou.
10Kémen̄t-sé a c’hôlôin̄t gan̄t krec’hin limestra, hag é lakain̄t ar sparlou.
11Lakaad a rain̄d ivé enn eur ballen a liou c’hlâz ann aoter aour, hag éc’h astennin̄t war-n-ézhi eur gôlô krec’hin limestra; hag é lakain̄t ar sparlou.
12Lakaad a rain̄t c’hoaz enn eur ballen a liou c’hlâz ann holl listri a zô réd évit servich ar san̄tuar, hag é steñin̄t war-c’horré eur gôlô kréc’hin limestra; hag é lakain̄t ar sparlou.
13Hôgen tenna a rain̄t al ludu eûz ann aoter, hag é lakain̄t anézhi enn eur wél limestra.
14Hag é lakain̄t gan̄t-hi ann holl listri gan̄t péré é réeur hé servich; da lavaroud eo, ar régézennou, ar gultanou hag ar ferc’hier, ar c’hrôgou hag ar palikédou. Lakaad a rain̄t war holl listri ann aoter eur gôlô krec’hin limestra, hag é lakain̄t ar sparlou.
15Ha pa hô dévézô Aaron hag hé vipien gôlôet ar san̄tuar hag hé holl listri, pa vézô savet ar c’hamp, neûzé é teûi mipien Kaat évid dougen kémen̄t a zô gôlôet; ha na lakain̄t két hô daouarn war listri ar san̄tuar, gan̄d aoun na varvchen̄t. Chétu karg mipien Kaat é tabernakl ar gévrédigez.
16Eléazar, mâb Aaron, ar bélek- brâz, a vézô dreist-hô; hén̄ eo a brédériô ann éôl évit lakaat er c’hleûzeûriou, hag ann ézan̄s a louzou kemmesket, hag ar sakrifiz a gennigeur bépréd, hag éôl ar sakradur, ha kémen̄d a za1c’h eûz a gempennadurez ann tabernakl, hag ann holl listri a zô er san̄tuar.
17Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout:
18Na gollit két pobl Kaat eûz a douez al Lévited:
19Hôgen grît kémen̄t-man̄ évit-hô, évit ma vévin̄t ha na varvin̄t két, mar lékéon̄t hô dourn war Zan̄t ar Zen̄t. Aaron hag hé vipien a iélô ébarz, hag hî a aozô labour pép-hini, hag a rannô ar béac’h a dlé dougen pép-hini.
20Hôgen arabad eo d’ar ré all klask (T) gwélout ann traou a zô er san̄tuar abarz ma vésin̄t gôlôet; râg anéz é varvchen̄t.
21Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moisez, ô lavarout:
22Kémer ivé niver mipien Gerson, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou, hag hô néstéd.
23Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t bloaz. Niver ar ré holl a ia ébarz hag a zervich é tabernakl ar gévrédigez.
24Chétu aman̄ karg mipien Gerson: 23 Dougen a rain̄t gwéliou ann tabernakl, ha telt ar gévrédigez, hag ar gôlô all, hag ar gôlô krec’hin limestra a zô war-c’horré ar ré-man̄, hag ar gôlô a zô a-ispiḻ oud dôr tabernakl ar gévrédigez;
26Gwéliou leûr ann ôr-dâl, hag ar wél a zô oud ann ôr dirâg ann tabernakl. Kémen̄d a zell oud ann aoter, ar c’herdinigou hag holl listri ar servich,
27A vézô douget gan̄t mipien Gerson, hervez gourc’hémenn Aaron hag hé vipien; ha pép-hini a wézô pétrâ eo hé garg.
28Houn-nez eo karg mipien Gerson é tabernakl ar gévredigez; hag hî a vézô dindân béli Itamar, mâb Aaron, ar bélek-brâz.
29Nivéri a ri ivé mipien Mérari, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,
30Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t vloaz, ar ré holl a ra hô c’harg ébarz hag a zervich é tabernakl ar gévrédigez.
31Hou-man̄ eo hô c’harg: dougen a rain̄t elfennou ann tabernakl, hag hé sparlou, ar peûliou hag hô steûdennou,
32Ha peûliou al leûr trô-war-drô gan̄d hô steûdennou, hag ar peûliouigou gan̄d hô c’herdinigou. Kéméroud a rain̄t diouc’h niver ann holl listri hag ann arrébeûri, hag é tougin̄t anézhô.
33Houn-nez eo karg mipien Mérari hag hô servich é tabernakl ar gévrédigez; hag hî a vézô dindân béli Itamar, mâb Aaron, ar bélek-brâz.
34Moizez hag Aaron ha prin̄sed ar sinagog a nivéraz éta mipien Kaat, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,
35Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t vloaz, ar ré holl a ra hô c’harg ébarz, hag a zervich é tabernakl ar gévrédigez;
36Hag é oé kavet daou vil seiz kan̄t hag han̄ter-kan̄t.
37Hen-nez eo ann niver eûz a bobl Kaat, péré a ia é tabernakl ar gévrédigez. Moizez hag Aaron hô nivéraz hervez ar go urc’hémenn en dôa rôet ann Aotrou dré zour n Voizez.
38Nivéret é oé ivé mipien Gerson, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,
39Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t vloaz, ar ré holl a ra hô c’harg ébarz hag a zervich é tabernakl ar gévrédigez;
40Hag é oé kavet daou vil c’houec’h kan̄t ha trégon̄t.
41Hen-nez eo ann niver eûz a bobl Gerson, hô deûz nivéret Moizez hag Aaron, hervez gourc’hémenn ann Aotrou.
42Nivéret é oé ivé mipien Mérari, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,
43Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t vloaz, ar ré holl a ra hô c’harg ébarz hag a zervich é tabernakl ar gévrédigez;
44Hag é oé kavet tri mil ha daou c’han̄t.
45Hen-nez eo ann niver eûz a vipien Mérari, hô deûz nivéret Moizez hag Aaron, hervez gourc’hémenn ann Aotrou dré zourn Moizez.
46Ar ré holl eûz a douez al Lévited, péré a oé nivéret dré hô hanô gan̄d Moizez hag Aaron ha prin̄sed Israel, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,
47Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kant vloaz, ar ré holl a ra hô c’harg enn tabernakl hag a zoug bec’hiou,
48A oé enn-holl eûz a eiz mil pemp kan̄t ha pévar-ugen̄t.
49Moizez hô nivéraz hervez gourc’hémenn ann Aotrou, pép-hini diouc’h hé garg hag hé véac’h, ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet dézhan̄. ———— V. PENNAD. Glanded ar c’hamp. Distol. Sacrifiz a warizi.