Niveroù 5:2
Lavar da vugalé Israel kâs-kuît eûz hô c’hamp ann holl lovreien, ha néb a laoskô da rédek hé sper, ha néb a vézô en em zaotret gan̄d eur c’horf marô;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
Cross References
Leviticus 13:46É-keid amzer ma vézô lovr ha dic’hlan, é choumô hé-unan er-méaz eûz ar c’hamp.
Leviticus 21:1Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez: Komz out béléien mipien Aaron, ha lavar d’ézhô: N’en em zaotret két ar bélek pa varv hé gen-vrôiz;
Numbers 12:14Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Ma en défé hé zâd skôpet oud hé dremm, ha na vijé két bet dléet d’ézhi choum é-pâd seiz dervez da-vihana gôlôet a vez? Ra vézô pelléet éta diouc’h ar c’hamp é-pâd seiz dervez, ha goudé-zé é vézô galvet.
Numbers 19:14Chétu al lézen évid ann dén a varv enn hé delt: kémen̄d hini a iélô enn hé delt, ha kémen̄t léstr a vézô enn-han̄, a vézô dic’hlan é-pâd seiz dervez.
Numbers 31:19Ha choumit é-pâd seiz dervez er-méaz eûz ar c’hamp. Néb en dévézô lazet eunn dén, pé a vézô stoket oud eunn dén lazet, en em c’hlanô ann trédé hag ar seizved deiz.