The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 5

1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:

2Lavar da vugalé Israel kâs-kuît eûz hô c’hamp ann holl lovreien, ha néb a laoskô da rédek hé sper, ha néb a vézô en em zaotret gan̄d eur c’horf marô;

3Kasit-hén̄ er-méaz eûz ar c’hamp, daoust pé eo eur goaz pé eur vaouez, gan̄d aoun na zaotrfen̄t al léac’h é péhini é choumann gan-é-hoc’h.

4Bugalé Israel a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô, hag é kaschon̄t ar ré-man̄ er-méaz eûz ar c’hamp, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet da Voizez.

5Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:

6Lavar ann dra-man̄ da vugalé Israel: Pa en dévézô eur goaz pé eur vaouez gréat unan eûz ar béc’héjou a ra peûrvuia ann dûd, ha pa hô dévézô torret dré lézirégez gourc’hémennou ann Aotrou, ha pa vézin̄t kouézet é drouk,

7É kovésain̄t hô féc’hed, hag é tistolin̄t da néb out péhini hô deûz péc’het, ar gaou hô deûz gréat d’ézhan̄ hag ar bempved lôden ouc’h-penn.

8Ma n’en em gav dén da biou é hell béza rôet, é rôin̄t anézhan̄ d’ann Aotrou; hag é vézô d’ar bélek, néméd ann tourz a véz kenniget évid ann dic’haouidigez, évit ma vézô digéméret mâd ann hostiv.

9Kémen̄t ken̄ta-frouez a gennig bugalé Israel, a zô ivé d’ar bélek;

10Ha kémen̄d a gennig pép-hini er san̄tuar, hag a zô lékéat étré daouarn ar bélek a vézô d’ézhan̄.

11Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:

12Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Ma é deûz faziet eur c’hrég, hag ô tisprizout hé ozac’h,

13Mar d-eo éat da gouska gan̄d eur goâz all; ma n’en deûz két gellet ann ozac’h diskleria kémen̄t-sé da wîr, ha mar choum kuzet ann avoultriez, ha ma na hell két hî béza ken̄drec’het gan̄t testou, ô véza n’eo két bét paket é-drouk;

14Mar teû ar spéred a oaz da vrouda ann ozac’h a-éneb hé c’hrég, péhini a vézô bét saotret, pé tamallet é-gaou,

15É kasô-hén̄ anézhi dirâg ar bélek, hag é kennigô évit-hi ann dékved lôden eûz a eur gon̄vor bleûd heiz. Na skuḻô két a éôl war-n-ézhan̄, ha na lakai két a ézan̄s, ô véza ma eo eur sakrifiz a oaz, hag eur c’hennig évid en̄klaskout ann avoultriez.

16Ar béleg éta hé gennigô, hag hé lakai dirâg ann Aotrou;

17Hag ô véza kéméret dour san̄tel enn eul léstr prî, é lakai enn-han̄ eunn nébeûd douar eûz a leûr ann tabernakl.

18Ha pa en em zalc’hô ar c’hrég enn hé sâ dirâg ann Aotrou, é tizôlôi ar bélek hé fenn, hag é lakai war hé daouarn ar sakrifiz da zerc’hel sonch, ha kennig ann oaz; hôgen hén̄ a zalc’hô étre hé zaouarn ann doureier c’houérô-brâz war béré en deûz berniet ar vallosiou gan̄d argarzidigez.

19Hag hén̄ a grôzô anézhî, ô lavarout: Ma n’eo ket bét kousket eur goaz diavésiad gan-éz, ha ma n’oud két en em zaotret ô kuitaat gwélé da ozac’h, ann doureier c’houérô-brâz-man̄ war béré em eûz taolet mallosiou, na rain̄t kéd a c’haou ouz-id.

20Hôgen ma éc’h eûz kuitéet da ozac’h, ha ma oud en em zaotret ô kouska gan̄d eur goaz all;

21É kouézi dindân ar vallosiou-man̄: Ra rôi ann Aotrou ac’hanod da valloz ha da skouér d’hé holl bobl; ra lakai da vreina da vorzed; ra goenvô ha ra darzô da gôv.

22Ra’z ai ann doureier milliget-man̄ enn da gôv; ra lakain̄t da gôv da goenvi ha da vorzed da vreina. Hag ar c’hrég a lavarô: Amen, amen.

23Neûzé ar bélek a skrivô ar vallosiou-zé enn eul levr, hag hén̄ a lamô anézhô goudé gan̄d ann doureier c’houérô-brâz-zé, é péré en dévézô taolet ar vallosiou,

24Hag hô rôi da éva d’ézhi. Pa é dévézô-hi hô c’héméret,

25Ar bélek a gémérô eûz hé dourn ar sakrifiz a oaz, hag hé savô dirâg ann Aotrou; hag hel lakai war ann aoter; enn hévélep doaré koulskoudé,

26Ma en dévézô tennet ken̄t eunn dournad eûz ar sakrifiz a dlé béza kenniget, évit béza devet war ann aoter. Hag ével-sé é rôi ann doureier c’houerô da éva d’ar vaouez.

27Pa é dévézô hô évet, mar d-eo bét saotret, hag ô tilézel hé ozac’h mar d-eo en em rôed d’ann avoultriez, ann doureier milliget a iélô enn-hî; hé c’hôv a goenvô, hag hé morzed a vreinô; hag ar vaouez-zé a vézô da valloz ha da skouér d’ann holl bobl.

28Ma n’eo két bét saotret ar vaouez, é vézô dic’haou hag é dévézô bugalé.

29Chétu lézen ann oaz. Mar tilez eur c’hrég hé ozac’h, ha ma en em zaotr-hî;

30Ha mar teû ann ozac’h da véza broudet gan̄d ar spéred a oaz, ha da gâs hé c’hrég dirâg ann Aotrou; ha mar gra ar bélek d’ézhi kémen̄d a zô bét skrivet aman̄;

31Ann ozac’h a vézô difazi, hag ar c’hrég a zougô hé fallagriez. ———— VI. PENNAD. Gwéstlou ann Nazaréed. Bennosiou ar véleien.

← Niveroù 4Read In The App, Free →Niveroù 6 →

Study Niveroù 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536