Niveroù 5:9
Kémen̄t ken̄ta-frouez a gennig bugalé Israel, a zô ivé d’ar bélek;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Ha kémen̄d a gennig pép-hini er san̄tuar, hag a zô lékéat étré daouarn ar bélek a vézô d’ézhan̄.
Cross References
Leviticus 6:17Rak-sé na vézô két lékéad a c’hoell enn-han̄, râk lôd anézhan̄ a véz kenniget d’ann Aotrou ével ézan̄s. Eunn dra san̄tel-brâz éta é vézô, ével ar péz a gennigeur évid ar péc’hed hag évid ann drouk.
Leviticus 7:6Kémen̄t goaz eûz a wenn ar véleien a zebrô eûz ar c’hîk-zé el léac’h san̄tel, ô véza ma eo san̄tel-brâz.
Leviticus 22:2Komz oud Aaron hag oud hé vipien, évit ma pellain̄t diouc’h kennigou sakr bugalé Israel, ha na zaotrin̄t két va hanô san̄tel er péz a zô kenniget d’in. Mé eo ann Aotrou.
Numbers 18:19Rôed em eûz d’id ha d’az vipien ha d’az verc’hed, dré eur gwîr peûr-baduz, ann holl bréveûdiou eûz ar san̄tuar, a gennig bugalé Israel d’ann Aotrou. Eur gévrédigez c’hoalen ha peûr-baduz eo dirâg ann Aotrou, évid-od hag évid da vipien.
Deuteronomy 18:3Ha mar teû ivé hé-man̄ d’hé c’hasaat, ha da rei d’ézhi eul levr-rann, ha d’hé c’hâs-kuît eûz hé dî; pé mar teû zô-kén da vervel;