Niveroù 8:7
Hervez al lîd-man̄: gan̄d dour glanérez é sparfi anézhô, hag hî a douzô holl vléô hô c’horf. Ha goudé m’hô dévézô gwalc’het hô diḻad, ha m’hô dévézô en em c’hlanet,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Kémer al Lévited eûz a greiz bugalè Israel, ha glan-hi,
Cross References
Leviticus 14:7Hag é sparfô gan̄t-han̄ seiz gwéach ann hini a dlé béza glanet, évit ma vézô karzet hervez al lézen; hag ê laoskô ar golvan béô, évit ma nijô dré ar parkéier.
Leviticus 14:9Hag er seizved dervez é touzô bléô hé benn, hag hé varô, hag hé c’hourennou, hag holl vléô hé gorf; hag ô véza c’hoaz gwalc’het hé ziḻad, hag hé gorf,
Leviticus 15:10Ha kémen̄d a vézô bét dindân ann hini a zô ar béradur sper gan̄t-han̄ a vézô dic’hlan bétég ar pardaez. Néb a zougô eunn dra eûz ar ré-zé, a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 16:28Ha piou-bennâg en dévézô hô devet, a walc’hô hé ziḻad hag hé gig enn dour, ha goudé-zé é teûi ébars er c’hamp.
Numbers 19:9Hôgen eunn dén glân a zastumô ludu ar vioc’h, hag a skiñô anézhan̄ er-méaz eûz ar c’hamp enn eul léac’h glân-brâz; évit ma vézô miret gan̄d holl vugalé Israel, ha ma vézin̄t d’ézhô ével eunn dour a sparférez; ô véza ma eo bét devet ar vioc’h évid ar péc’hed.