Niveroù 9:14
Ma en em gav enn hô touez ergerzerien ha diavésidi, é rain̄t ivé ar Pask d’ann Aotrou hervez hé lidou hag hé lézennou. Ann hévélep kélen a vézô gan-é-hoc’h, kenn évid ann diavésidi, kenn évid tûd ar vrô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 19:10Na zastumot két ken-nébeût enn hô kwinien ar bodou a vézô choumet, nag ar greûnennou a vézô kouézet; hô lézel a réot évid ar béorien hag évid ann ergerzérien. Mé eo ann Aotrou hô Toué.
Leviticus 24:22Ra vézô unvan ar varn étré-z-hoc’h, daoust pé eunn dén eûz ar vrô, pé eunn diavésiad eo en dévézô péc’het; râk mé eo ann Aotrou hô Toué.
Ezra 6:21Ar ré eûz a vugalé Israel péré a oa distrôet eûz ann dizougadur, hag ar ré holl péré a oa en em rannet eûz a zaotr poblou ar vrô évit trei gan̄t-hô, hag évit klaskout ann Aotrou, Doué Israel, a zebraz ar Pask.