Niveroù 9
1Ann eil vloaz goudé ma oa deûed ar bobl er-méaz eûz a vrô ann Éjipt, hag er c’hen̄ta mîz, ann Aotrou a gomzaz oud Moizez, é distrô Sinai, ô lavarout:
2Ra rai bugalé Israel ar Pask enn hé amzer,
3D’ar pévarzékved deiz eûz ar mîz-man̄ war ar pardaez, hervez ann holl lidou hag ann holl gémennou.
4Ha Moizez a c’hourc’hémennaz da vugalé Israel ôber ar Pask.
5Hag hî a réaz ar Pask enn hé amzer, ar pévarzékved deiz eûz ar mîz war ar pardaez, war vénez Sinai. Bugalé Israel a réaz kémen̄t trâ ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
6Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz lôd eûz ar ré a oa deûet da véza dic’hlan, évit béza tostéet oud eur c’horf-marô, ha péré na hellchon̄t két ôber ar Pask enn deiz-zé, a iéaz da gaout Moizez hag Aaron,
7Hag a lavaraz d’ézhô: Dic’hlan omp évit béza tôstéet oud eur c’horf-marô; pérâg né vemp-ni két lézet évit-sé (T) kenniga enn hé amzer ar c’hennig d’ann Aotrou é-mesk bugalé Israel?
8Ha Moizez a lavaraz d’ézhô: Choumid enn hô sâ, ha mé a ia da c’houlenni ali digan̄d ann Aotrou évit gouzout pétrâ a c’hourc’hémennô diwar hô penn.
9Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:
10Lavar da vugalé Israel: Mar d-eo dic’hlan eunn dén eûz hô pobl évit béza tôstéet oud eur c’horf-marô, pé mar d-éma enn hen̄t pell-brâz, graet Pask ann Aotrou
11Enn eil miz, d’ar pévarzékved deiz eûz ar mîz war ar pardaez; hé zibri a rain̄t gan̄t bara dic’hoell ha lezégézou c’houéz;
12Na lézint nétrâ eûz anézhan̄ bétég ar min̄tin, ha na dorrin̄t két hé eskern; holl lidou ar Pask a virin̄t.
13Hôgen ann dén a vézô glân, ha na vézô két enn hen̄t, ha na rai két koulskoudé ar Pask, a vézô gwastet eûz a greiz hé bobl, ô véza n’en deûz két enn hé amzer kenniget ar sakrifiz d’ann Aotrou; dougen a rai hé-unan hé béc’hed.
14Ma en em gav enn hô touez ergerzerien ha diavésidi, é rain̄t ivé ar Pask d’ann Aotrou hervez hé lidou hag hé lézennou. Ann hévélep kélen a vézô gan-é-hoc’h, kenn évid ann diavésidi, kenn évid tûd ar vrô.
15Enn deiz éta é péhini é oé savet ann tabernakl, é oé gôlôet gan̄d eur goabren; hôgen adaleg ar pardaez bétég ar min̄tin éz oa war ann telt ével eur wélédigez dân.
16Ével-sé é c’hoarvézé bépréd: é-pâd ann deiz eur goabren a c’hôlôé anézhan̄, hag é-pâd ann nôz ével eur wélédigez dân.
17Pa en em denné ar goabren diwar ann tabernakl, neûzé bugalé Israel en em lékéa enn hen̄t, hag el léac’h ma choumé a za ar goabren, énô é steñen̄t hô c’hamp.
18Hervez gourc’hémenn ann Aotrou en em lékéen̄t enn hen̄t, hag hervez hé c’hourc’hémenn é stéñen̄t ann tabernakl. É-pâd ann holl zeisiou ma arzaôé ar goabren war ann tabernakl, é choumen̄t enn hévélep léac’h.
19Ma c’hoarvézé gan̄d ar goabren choum pell-amzer war ann tabernakl, bugalé Israel a ioa war c’héd d’ann Aotrou, ha n’en em lékéen̄t két enn hen̄t,
20É-pâd ann holl zeisiou ma choumé ar goabren war ann tabernakl. Hervez gourc’hémenn ann Aotrou é steñen̄t hô zeltou, hag hervez hé c’hourc’hémenn é tisteñen̄t anézhô.
21Mar d-oa choumet ar goabren adaleg ar pardaez bétég ar min̄tin, ha ma’z éa-kuît diwar ann tabernakl da darz-ann-deiz, en em lékéen̄t enn hen̄t râk-tâl; ha goudé eunn deiz hag eunn nôz pa zeûé d’én em denna, e plégen̄t hô zeltou.
22Mar choumé ar goabren war ann tabernakl a-héd daou zeiz pé eur miz, pé c’hoaz pelloc’h, bugalé Israel a choumé ivé enn hévélep léac’h, ha n’az éan̄t két enn hen̄t; hôgen kerken̄t ha ma en em denné diwar ann tabernakl, é saven̄t ar c’hamp.
23Dioc’h gér ann Aotrou é tisplégen̄t hô zeltou, ha dioc’h hé c’hér en em lékéan̄t enn hen̄t; hag hî a ioa war c’héd d’ann Aotrou, hervez hé c’hourc’hémenn dré c’hénou Moizez. ———— X. PENNAD. Diwar-benn son ann drompiḻou arc’han̄t. Ann Israélited a ia-kuît eûs a zistrô Sinai.