The Bible Software
bible.software › Levr Ezra › Levr Ezra 6 › Levr Ezra 6:21

Levr Ezra 6:21

Ar ré eûz a vugalé Israel péré a oa distrôet eûz ann dizougadur, hag ar ré holl péré a oa en em rannet eûz a zaotr poblou ar vrô évit trei gan̄t-hô, hag évit klaskout ann Aotrou, Doué Israel, a zebraz ar Pask.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

And the children of Israel, which were come again out of captivity, and all such as had separated themselves unto them from the filthiness of the heathen of the land, to seek the LORD God of Israel, did eat,

In Context

20Râg ar véleien hag al Lévited a oa bét glanet ével eunn dén hep-kén: hag hi glân holl a lazaz ar pask évid holl vipien ann dizougadur, evit hô breûdeûr ar véleien, hag évit-hô hô-unan.

22Hag hî a réaz goél ar bara dic’hoell é-pâd seiz dervez el lévénez, ô véza m’en dôa ann Aotrou hô laouénéet ha m’en dôa trôet kaloun roué ann Assiried enn hô c’hén̄ver, évit m’hô skoazelfé da zével tî ann Aotrou, Doué Israel. ———— VII. PENNAD. Esdras a zô kaset er Judéa gan̄d Artakserses.

Read all of Levr Ezra 6

Cross References

Numbers 9:6Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz lôd eûz ar ré a oa deûet da véza dic’hlan, évit béza tostéet oud eur c’horf-marô, ha péré na hellchon̄t két ôber ar Pask enn deiz-zé, a iéaz da gaout Moizez hag Aaron,

Numbers 9:14Ma en em gav enn hô touez ergerzerien ha diavésidi, é rain̄t ivé ar Pask d’ann Aotrou hervez hé lidou hag hé lézennou. Ann hévélep kélen a vézô gan-é-hoc’h, kenn évid ann diavésidi, kenn évid tûd ar vrô.

Ezra 9:1Hôgen pa oé tréménet kémen̄t-sé, ar brin̄sed a zeûaz d’am c’havout, ô lavarout: Pobl Israel, ar véleien hag al Lévited n’in̄t két en em rannet diouc’h poblou ar vrô-man̄, ha diouc’h hô fallagriézou; da lavaroud eo, diouc’h ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ann Ammonited, hag ar Voabited, hag ann Éjiptianed, hag ann Amorréed:

Nehemiah 9:2Ha gwenn bugalé Israel en em rannaz eûz a bép dén a ziavéaz; hag hî a zavaz, hag a an̄savaz hô féc’héjou, ha fallagriézou hô zadou.

Psalms 93:5Da desténiou a zô da véza krédet; ar zan̄télez, ô Aotrou, a dlé béza da-vikenn skéd da dî. ———— XCIII. PSALM. Psalm da Zavid, évid ar pévaré deiz goudé ar sabbat.

Ezekiel 36:25Ha mé a skuḻô war-n-hoc’h dour glân, ha c’houi a vézô glanet eûz hoc’h holl saotrou, ha mé hô klanô eûz hoc’h holl idolou.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Levr Ezra 6:21

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Levr Ezra 6:20Levr Ezra 6Levr Ezra 6:22 →