The Bible Software
Lizher da Filemon · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher da Filemon 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 636) ◄ Lizer da Dituz. Lizer da Filémon. Lizer d’ann Hébréed. ► KENTA LIZER SANT PAOL ABOSTOL DA FILÉMON. ———— I. PENNAD. 1 Paol prisounier Jézuz-Krist, ha Timotéuz hé vreûr, da Filémon hor miñoun kér, hag hor c’hen-ôbérer,

2Ha da Appia hor c’hoar gér, ha da Arkippuz hor c’hen-stourmer, ha d’ann Iliz a zô enn da dî.

3Grâs d’é-hoc’h digan̄d Doué hon Tâd, hag hon Aotrou Jézuz-Krist.

4Trugarékaad a rann va Doué, oc’h ôber méneg bépréd ac’hanod em pédennou;

5O klevout péger braz eo da garan̄tez, hag ar feiz éc’h eûz é-kén̄ver ann Aotrou Jézuz, hag é-kén̄ver ann holl zén̄t:

6Pénaoz é rôez lôd eûz da feiz enn eunn doaré anat, dré ann anaoudégez eûz ann holl vad-ôberiou, a zô enn hô touez é Jézuz-Krist.

7Rag eul lévénez hag eunn dizoan vrâz em eûz bét eûz da garan̄tez, ô véza ma eo bét kalounou ar zen̄t fréalzet gan-ez, va breûr.

8Dré-zé pétrâ-bennâg ma hellann, dré ar fisian̄s em eûz é Jézuz-Krist, gourc’hemenni d’id ar péz a zô déréad;

9Koulskoudé, dré ann abek eûz va c’harantez évid-od, eo gwell gan-én̄ da bidi, évid-oun da véza ann hévéleb hini, da lavaroud eo Paol kôz, ha bréma prizounier Jézuz-Krist.

10Da bidi a rann évit va mâb Onésimuz, péhini em eûz en̄géhen̄tet em éréou:

11Péhini a zô bét ken̄t didalvouduz d’îd, hôgen a vézô bréma talvouduz d’îd ha d’in ivé.

12Hé gas a rann adarré d’îd: digémer-hén̄ ével va bouzellou é vé.

13C’hoan̄t em boa d’hé zerc’hel gan-én̄: évit ma hellfé va zervicha enn da léac’h enn éréou ann Aviel;

14Hôgen né két felled d’in ôber nétrâ hép da ali, évit na zeûi két da vâd ével eunn dra réd, hôgen diouc’h da c’hrâd-vâd.

15Râk martézé eo bét pelléed diouz-id évid eunn amzer, évit ma hé zigemerfez goudé da-vikenn;

16Nann mui ével eur sklâv, hôgen ével unan deûed eûz a sklâv da vreûr kér d’é-omp, ha dreist-holl d’in, hag a dlé c’hoaz béza kéroc’h d’id, pa eo d’îd hag er c’hîk hag enn Aotrou?

17Mar d-oud éta va c’hen-vreûr, digémer anézhan̄ ével-d-oun va-unan.

18Hôgen ma en deûz gréat eur gaou-bennag d’îd, pé mar dlé eunn dra d’îd, taol-hén̄ war-n-oun.

19Mé Paol a skrîv d’îd gan̄t va dourn va-unan: hé zisteûrel a rinn d’id, évit na livirinn két pénaoz en em zléez da-unan d’in.

20Ia, va breûr, rô al lévénez-zé d’in enn Aotrou: fréalz va c’haloun enn Aotrou.

21Gan̄t fisian̄s enn da zen̄tidigez em eûz skrivet d’îd, ô c’houzout pénaoz é rî c’hoaz muioc’h égét na lavarann.

22Aoz ivé d’in eunn ti; râg espéroud a rann dré hô pédennou é vézinn c’hoaz rôed d’é-hoc’h.

23Épafraz va c’hen-brizounier é Jézuz-Krist a zalud ac’hanod;

24Mark, Aristarkuz, Démaz ha Lukaz, va eiled.

25Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan̄d hô spéred. Amen. ————

← Lizher da Ditoz 3Read In The App, Free →Hebrews 1 →

Study Lizher da Filemon 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1