Lizher d'an Hebreed 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 637-650) ◄ Lizer da Filémon. Lizer d’ann Hébréed. Lizer S. Jakez. ► KENTA LIZER SANT PAOL ABOSTOL D'ANN HÉBRÉED. ———— I. PENNAD. 1 Doué goudé béza komzet gwéchall oud hon tadou meûr a wéach hag é meûr a zoaré dré ar Broféded, a zeû da gomza ouz-omp enn deisiou divéza-man̄ dré hé Vâb hé-unan,
2Péhini en deûz lékéad da her da bép-trâ, ha dré béhini en deûz gréad ar bédou,
3Péhini ô véza ar skéd euz hé c’hloar, hag ann doaré eûz hé zén, hag a zoug pép-tra dré ar gér eûz hé ners, goudé béza hor c’harzet euz hor péc’héjou, a zô azézet enn tu déou d’ar Veûrdez el léach uc’héla:
4Brasoc’h dreist ann élez, kémen̄t ha ma eo gwelloc’h ann hanô a zô bét rôed d’ézhan̄ égéd hô hini.
5Râk piou eo ann éal da béhini en dead biskoaz lavared Doué: Va Mâb oud, da en̄géhen̄tet em eûz hirio? Hag adarré: Da Dâd é vézinn d’ézhan̄, ha da Vâb é vézô d’in?
6Hag adarre pa laka hé gen̄ta-ganet er béd, é lavar: Hag holl élez Doué ra azeûlin̄t anézhan̄.
7Ha diwar-benn ann élez é lavar ivé: Hén̄ a laka hé spérédou da véza hé élez, hag ar flammou tân da véza hé gannaded.
8Hôgen d’hé Vâb é lavar: Da drôn, ô Doué, a badô da-vikenn: gwalen da rén a vézô eur walen a eeunder.
9Kared éc’h eûz ar wirionez, ha kaséed éc’h eûz ann drougiez: dré-zé Doué, da Zoué en deûz da éôlet gan̄d eunn eôl a lévénez dreist da grévrenneien.
10Ha c’hoaz: Té, Aotrou, éc’h eûz diazéret ann douar er penn-ken̄ta; ha labour da zaouarn eo ann én̄vou.
11Hî a zeûi da nétra, hôgen té a choumô; hî holl a gôsai ével eur zaé:
12Hag ével eur van̄tel é kemmi anézhô: hag é vézin̄t kemmet: hôgen té a zô ann hévélep hini, ha da vloavésiou n’hô dévézô kéd a zivez.
13Hôgen da biou eûz ann élez en deûz-hén̄ lavaret biskoaz: Azez enn tu déou d’in, bété ma’m bézô lékéad da énébourien da skabel d’az treid?
14Hag ann élez n’in̄t-hi kéd holl spéréjou lékéad da zervicherien, kaset évit servich ar ré a dlé béza héred ar zilvidigez? ———— II. PENNAD.