Lizher d'ar Filipidi 2:7
Hôgen en em zistéréed eo hé-unan, ô kémérout aoz eur servicher, oc’h en em lakaad hén̄vel oud eunn dén, hag ô véza kéméred dré hé zoaré évid eunn dén.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8En em izéléet eo hé-unan, ô ton̄d da véza sen̄tuz bétég ar marô, ha marô ar groaz.
Read all of Lizher d'ar Filipidi 2
Cross References
Isaiah 42:1Ha bréma sélaou, Jakob va servicher, ha té, Israel péhini em euz dilennet.
Isaiah 49:6Savit hô taoulagad étrézég ann én̄v, hag izélait-hô étrézég ann douar: râg ann én̄v a ziaézô ével ar môged, hag ann douar a iélô é poultr ével eur zaé; hag ar ré a choum war-n-ézhan̄ a iélô-da-nétra ével-t-han̄; hôgen va zilvidigez a vézô peûr-baduz, ha va reizded a vézô dizivez.
Isaiah 52:13Da holl vugalé a vézô desket gan̄d ann Aotrou: hag hî hô dévézô kalz a béoc’h.
Isaiah 53:11Ével-sé é rai va gér, ann hini a iélô er-méaz euz va génou; na zistroi két étrézég enn-oun difrouez; hôgen ôber a rai ar pez a fellô d’in, hag é sévénô ann traou évit péré em euz hé gaset.
Daniel 9:26Ha goudé diou zizun ha trî-ugen̄t é vézo lazet ar C’hrist; hag ar bobl a dlé hé zinac’ha na vézô két hé bobl. Pobl ar prin̄s a dlé don̄t a zisman̄trô kéar hag ar san̄tuar; hag hé divez a vézô eur gwastadur, ha goudé divez ar brézel é teûi eunn disman̄tr krenn.