The Bible Software
Lizher d'ar Filipidi · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'ar Filipidi 2

1Ma éz eûz éta eunn dizoan-bennâg er C’hrist, ma éz eûz eur fréalzidigez-bennâg er garan̄tez, ma éz eûz unvaniez er spéred, ma éz eûz karan̄tez enn trugarez,

2Leûñit va lévénez, ô kaout ann hévélep ménosiou, ann hévélep karan̄tez, ann hévélep spéred, ann hévélep skian̄chou;

3Ével na réot nétrâ dré strîv pé dré fougé; hôgen ma krédo pép-hini dré vuelded ar ré all dreist-han̄;

4Ma sellô pép-hini, nann oud ar péz en deûz hé-unan, hôgen oud ar péz hô deûz ar ré all.

5Hô pézet ann hévélep ménoz hag en deûz bét Jézuz-Krist,

6Péhini, hag hén̄ a oa Doué enn-han̄, n’en deûz két krédet é vé eunn aloubérez évit-han̄ da véza pâr da Zoué:

7Hôgen en em zistéréed eo hé-unan, ô kémérout aoz eur servicher, oc’h en em lakaad hén̄vel oud eunn dén, hag ô véza kéméred dré hé zoaré évid eunn dén.

8En em izéléet eo hé-unan, ô ton̄d da véza sen̄tuz bétég ar marô, ha marô ar groaz.

9Dré-zé eo en deûz Doué hé huéléet, hag en deûz rôed d’ézhan̄ eunn hanô, péhini a zô dreist péb hanô:

10Évid é hanô Jézuz ma plégô pép glin enn en̄v, war ann douar, hag enn ifernou;

11Ha ma an̄savô pép téôd pénaoz hon Aotrou Jézuz-Krist a zô é gloar Doué ann Tâd.

12Dré-zé, va breûdeûr kér, ével ma hoc’h eûz sen̄tet bépréd, hô pézet préder, nann hép-kén pa émounn bézan̄d enn hô touez, hôgen ivé bréma muioc’h pa ounn ezvézan̄d, da ôber hô silvidigez gan̄d aoun ha gan̄t krén.

13Râk Doué eo a ra enn-hoc’h ann ioul hag ann ôber, hervez hé c’hrâd-vâd.

14Hôgen grit pép-trâ hép krôzou, hag hép rendaelou:

15Évit ma viot didamall, ha gwirion ével mipien Doué, ha dinam é-kreiz eur vrôiad diroll ha saotret: é-touez péhini é luc’hit ével goulaouennou er béd;

16O tougen enn-hoc’h ar gér a vuez é meûleûdi d’in é deiz ar C’hrist, ô véza n’em eûz két rédet enn-aner, ha n’em eûz két labourét enn-aner.

17Hôgen ha pa dléfenn rei va buéz war ar sakrifiz ha war ann hostiv eûz hô feiz, en em laouénaad a rann, hag é ken-laouénainn gan-é-hoc’h holl.

18En em laouénaid ivé, ha kenlouénait gan-én̄.

19Mé a esper gan̄t grâs hon Aotrou Jézuz, é kasinn abars némeûr Timotéuz étrézég enn-hoc’h, évit ma vézinn ivé dizoaniet, ô klevout eûz hô kelou.

20Rak n’em eûz dén a vé ken unvan gan̄-én̄, hag en défé eur garan̄tez ker gwîr évid-hoc’h.

21Râk pép-hini a glask ar péz a zô d’ézhan̄ hé-unan, ha nann ar péz a zô da Jézuz-Krist.

22Hôgen c’houi a oar pénaoz em eûz hé arnodet, ha pénaoz en deûz servichet gan-én̄ ô prézégi ann Aviel, ével ma servich eur mab hé dâd.

23Espéroud a rann éta hé gâs d’é-hoc’h, kerken̄t ha m’am bézô gwélet ar péz a zô enn-drô d’in. 21 Fisian̄s em eûz enn Aotrou, pénaoz éz inn ivé hép-dalé étrézég enn-hoc’h.

24

25Koulskoudé em eûz krédet é oa réd kâs adarré d’é-hoc’h Epafrodituz va breûr, pehini eo va skoazel em c’harg, va eil em stourmou, hoc’h Abostol c’houi, ha va zervicher em ézommou.

26Râk c’hoan̄t brâz en doa d’hô kwéloud holl, ha trist é oa ô véza ma hô poa klevet é oa klan̄v.

27Râg évit-gwîr klan̄v eo bét bétég ar maro: hôgen Doué en deûz bét truez out-han̄; ha nann hép-kén out-han̄, hôgen ivé ouz-in, gan̄d aoun n’am hé tristidigez war dristidigez.

28Hé gaset em eûz éta gan̄t mui a wall, évit ma laouénaot pa her gwélot adarré, ha ma vézinn dic’hlac’haret va-unan.

29Digémérid éta anézhan̄ gan̄t pép lévénez enn Aotrou, hag énorit ar seûrt tûd;

30Râg enn abek da ôber ar C’hrist eo bet tôstéed d’ar marô, ô rei hé vuez, évit sévéni ar skoazel na hellac’h két rei d’in hoc’h-unan. ———— III. PENNAD.

← Lizher d'ar Filipidi 1Read In The App, Free →Lizher d'ar Filipidi 3 →

Study Lizher d'ar Filipidi 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234