Lizher d'ar Filipidi 4:8
Enn divez, va breûdeûr, kémen̄d a zô gwîr, kémen̄d a zô déréad, kémen̄d a zô eeun, kémen̄d a zo san̄tel, kémen̄d a zô karadek, kémen̄d a zô meûluz, kémen̄t a zô hervez ann doaré-vad hag hervez ar reiz, mennit-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Ha péoc’h Doué, péhini a zô dreist pép ménoz, ra virô hô kalounou hag hô spéréjou é Jézuz-Krist.
Read all of Lizher d'ar Filipidi 4
Cross References
Deuteronomy 16:20Mar d-eo gwir ar péz a lavar, ha ma n’eûz két bét kavet a arwésiou a werc’hded er plac’h-iaouan̄k;
2 Samuel 1:23Saül ha Jonatas a oa karadek-brâz ha leûn a veûrdez a-héd hô buez; ha n’in̄t két bét rannet enn hô marô; skan̄voc’h é oan̄t égéd ann éred, ha krévoc’h égéd al léoned.
Psalms 82:2Béte pégeit é varnot-hu gan̄d direizted; hag hô pézô-hu azaouez oud dremm ar béc’herien?
Proverbs 12:4Ar c’hrég akétuz eo kurunen hé ozac’h; hag ann hini a ra traou mézuz, a zô eur vreinadurez enn hé eskern.
Proverbs 20:7Ann dén reiz péhini a valé enn hé éeunder, a lézô hé vugalé euruz war hé lerc’h.
Proverbs 31:29Kalz merc’hed hô deûz dastumet madou; hôgen té éc’h eûz hô zrec’het holl.