The Bible Software
Lizher d'ar Filipidi · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'ar Filipidi 4

1Dré-zé, va breûdeûr kér ha karet-mâd, va lévénez ha va gurunen, choumit stard ével-sé enn Aotrou, va breûdeûr kér.

2Mé a béd Évodiaz, mé a béd stard Sin̄tiké da gaout ann hévélep kréden enn Aotrou.

3Da bidi a rann ivé, té péhini a zô bét da eil d’in, da skoazella ar gragez péré hô deûz labouret gan-én̄ évit rei da anaoud ann Aviel, hag ivé Klémen̄t, hag ar ré all hô deûz va skoaziet em c’harg, hag hanôiou péré a zô skrivet el levr a vuez.

4En em laouénait bépréd enn Aotrou: hel lavaroud a rann adarré, en em laouénait.

5Ra vézô anavézet hô poell gan̄d ann dûd holl. Ann Aotrou a zô tôst.

6Na vézit nec’het gan̄t nétrâ: hôgen é pé stâd m’en em géfot, rôid da anaoud da Zoué hô koulennou, gan̄t pédennou ha gan̄t trugarézou.

7Ha péoc’h Doué, péhini a zô dreist pép ménoz, ra virô hô kalounou hag hô spéréjou é Jézuz-Krist.

8Enn divez, va breûdeûr, kémen̄d a zô gwîr, kémen̄d a zô déréad, kémen̄d a zô eeun, kémen̄d a zo san̄tel, kémen̄d a zô karadek, kémen̄d a zô meûluz, kémen̄t a zô hervez ann doaré-vad hag hervez ar reiz, mennit-hô.

9Grîd ar péz hoc’h eûz desket gan-én̄, hoc’h eûz kéméret digan-én̄, hoc’h eûz klevet gan-én̄, hoc’h euz gwélet enn-oun; ha Doué ar péoc’h a vézô gan-é-hoc’h.

10Hôgen en em laouénéet kaer ounn enn Aotrou, ô véza ma hoc’h eûz névézet ar préder hô poa gwéchall évid-oun. Ann hévélep préder hô poa, hôgen harzet é oac’h.

11Né kéd enn abek d’am diénez é lavarann kémen̄t-sé; râk desket em eûz, é pé stâd ma vézann, d’en em gavout mâd.

12Mé a oar béva enn distervez, mé a oar béva er founder; ha diouc’h pép léac’h, ha diouc’h pép trâ ounn boazet, diouc’h ar gwalc’h ha diouc’h ann naoun, diouc’h ar pu ḻ der ha diouc’h ann diénez.

13Pép-trâ a hellann enn hini a gréva ac’hanoun.

14Koulskoudé gréat mâd hoc’h eûz, ô kémérout lôd eûz va glac’har.

15Râg gouzoud a rît, Filippied, pénaoz pa zéraouiz prézégi d’é-hoc’h ann Aviel, pa’z îz-kuit eûz ar Vasédonia, Iliz all é-béd n’é deûz rannet hé madou gan-én̄, néméd-hoc’h hépkén;

16C’houi péré hoc’h eûz kaset diou wéach din é Tessalonika kémen̄d em boa ézomm.

17Né kéd é klaskfenn hô rôou hôgen klaskoud a rann ar frouez founnuz eûz hô préder.

18Râk béz’ em eûz pép-trâ, hag a-walc’h em eûz. Leûn ounn gan̄d ar péz hoc’h eûz kased d’in dré Épafrodituz, ével eunn hostiv c’houés-vâd, digéméret gan̄d Doué, ha kavet-mâd gan̄t-han̄.

19Ra leûniô va Doué hoc’h holl ézommou, hervez hé vadou, é gloar Jézuz-Krist.

20Hôgen meûleûdi ra vézô d’hon Tâd enn holl amzeriou. Amen.

21Saludid ann holl zen̄t é Jézuz-Krist.

22Ar vreûdeûr a zô gan-én̄ a zalud ac’hanoc’h. Ann holl zen̄t a zalud ac’hanoc’h, ha dreist-holl ar ré a zô é ti Kézar.

23Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan̄d hô spéred. Amen. ————

← Lizher d'ar Filipidi 3Read In The App, Free →Colossians 1 →

Study Lizher d'ar Filipidi 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234