Levr ar C'hrennlavarioù 10:3
Na reûstlô két ann Aotrou gan̄d ann naoun éné ann dén reiz, hag é tispennô spiou ar ré fallagr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Ten̄zoriou ar fallagriez na dalvézin̄t nétrâ; hôgen ar reizded a zieûbô eûz ar marô.
Read all of Levr ar C'hrennlavarioù 10
Cross References
Job 5:20Enn naounégez az tennô eûz ar marô, hag er brézel eûz a daol ar c’hlézé.
Job 20:5Pénaoz gloar ar ré fallagr a zô berr, ha lévénez ar pilpouz na bâd neméd eur pennadik.
Job 20:28Madou ha gwenn hé dî a vézô d’ann holl; tennet é vézin̄t digan̄t-han é deiz frouden Doué. (M).
Psalms 33:19Évit ma tennô hô énéou diouc’h ar marô ha ma hô magô enn hô naoun.
Psalms 34:10Ar re binvidik hô deûz bét diénez ha naoun; hôgen ar ré a glask ann Aotrou n’hô deûz diouéret mâd é-béd.
Psalms 37:19Na vézin̄t két bévézet enn amzer zrouk, hag é deisiou ann naounégez hô dévézô hô gwalc’h: