The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 10

1Ar mâb fûr a laouéna hé dâd; hag ar mâb foll a drista hé vamm.

2Ten̄zoriou ar fallagriez na dalvézin̄t nétrâ; hôgen ar reizded a zieûbô eûz ar marô.

3Na reûstlô két ann Aotrou gan̄d ann naoun éné ann dén reiz, hag é tispennô spiou ar ré fallagr.

4Dourn ar ré laosk a zigas ann diénez; hôgen dourn ar ré gré a zastum ar madou. Néb a harp war ar gévier, en em vag gan̄d avel; rédek a ra ivé war-lerc’h al laboused a nîc’h.

5Néb a zastum er médérez, a zô eur mâb fûr: hôgen néb a gousk a-zoug ann han̄v, a zô eur mâb a vézégez.

6Bennoz ann Aotrou a zô war benn ann dén reiz; hôgen ann droug a c’hôlô penn ar ré fallagr.

7Én̄vor ann dén reiz a vézô meûlet; hag hanô ann dén fallagr a vreinô.

8Néb a zô fûr a galoun a zigémer ar c’hémennou; ann dén diskian̄t a zô skôet gan̄d ar muzellou.

9Néb a valé gan̄d éeunder, a valé gan̄t fisian̄s; hôgen néb a zireiz hé hen̄chou, a vézô dizôlôet.

10Néb a ra arouésiou gan̄d hé lagad, en dévézô poan; hag ann dén diskian̄t a vézô skôet gan̄d ar muzellou.

11Eur wazien a vuez eo génou ann dén reiz; ha génou ar ré fallagr a c’hôlô ann drouk.

12Ar gasoni a laka da zével ar strivou; hag ar garan̄tez a c’hôlô pép gwall.

13War vuzellou ann dén fûr é kaveur ar furnez; hag ar wialen war gein ann hini a zô diskian̄t.

14Ar ré fûr a gûz hô gwiziégez; hôgen génou ann dén diskian̄t a zô tôst d’ar vézégez.

15Danvez ann dén pinvidik eo hé géar gré; diénez ar paour eo hé zoujan̄s.

16Labour ann dén reiz a ia d’ar vuez; hôgen frouez ann dén fallagr a ia d’ar pec’hed.

17Mirérez ar c’hélan eo hen̄t ar vuez; hôgen néb a zilez ar c’hrôzou, a fazi.

18Ar muzellou gaouiad a gûz ar gasoni; néb a gunuc’h a zô eunn dén diskian̄t.

19Al lavariou hîr na vézin̄t két divec’h a béc’hed; hôgen néb a zô habask hé gomsiou, a zô fûr-brâz.

20Téôd ann dén reiz a zô ével arc’han̄t dilastez; hôgen kaloun ann dûd fallagr a zô didalvez.

21Muzellou ann dén reiz a zesk eul lôd brâz a dûd; hôgen ar ré ziskian̄t a varvô é diénez hô c’haloun.

22Bennoz ann Aotrou a râ ann dûd pinvidik; hag ar c’hlac’har n’é dévézô két hé lôd gan̄t-hô.

23Ével enn eur c’hoarzin, ann dén diskian̄t a ra ann drouk; hôgen ar furnez eo poell ann dén.

24Ar péz en deûz aoun ann dén fallagr a c’hoarvézô gan̄t-han̄; ar péz a c’hoan̄ta ar ré reiz a vézô rôet d’ézhô.

25Ann dén fallagr a iélô ébiou ével eunn arné a drémen; hôgen ann dén reiz a vézô ével eunn diazez peûr-baduz.

26Ével ma eo ar gwîn-egr d’ann den̄t, hag ar môged d’ann daoulagad, ével-sé éma ann dén diek é-kén̄ver ar ré hô deûz hé gaset.

27Doujan̄s ann Aotrou a astenn ann deisiou; ha bloavésiou ar ré fallagr a vézô berréet.

28Gortoz ar ré reiz eo al lévénez; hôgen géd ar ré fallagr a iélô-da-gét.

29Hen̄t ann Aotrou a zô nerz ann dén éeun; hag ar spoun̄t a zô évid ar ré a râ ann drouk.

30Ann dén reiz na vézô bikenn kéflusket; hôgen ar ré fallagr na choumin̄t két war ann douar.

31Génou ann dén reiz a c’hanô ar furnez; téôd ar gwall zûd a iélô-da-gét.

32Muzellou ann dén reiz a arvest traou hétuz; ha génou ar ré fallagr traou fall. ———— XI. PENNAD. Gounidou ann dén reiz, poaniou ann dén direiz.

← Levr ar C'hrennlavarioù 9Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 11 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 10

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031