Levr ar Salmoù 102:14
Râg hé vein a zô bét hétuz d’as servicherien; hag hî hô deûz bét truez oud hé douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
For thy servants take pleasure in her stones, and favour the dust thereof.
In Context
13Té a zavô, hag az pézô truez out Sion; râk deûed eo ann amzer, ann amzer da gaout truez out-hi.
15Hag ar brôadou a zoujô da hanô, ô Aotrou, hag holl rouéed ann douar a énorô da c’hloar.
Read all of Levr ar Salmoù 102
Cross References
Ezra 1:5Neûze prin̄sed tiadou Juda ha Ben̄jamin a zavaz hag ivé ar véleien, hag al Lévited, ha kemen̄d hini a oé ken̄traouet hé spéred gan̄d Doué, évit piña da zével templ ann Aotrou a oa é Jéruzalem
Ezra 7:27Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué hon tadou, péhini en deûz lékéat kémen̄t-sé é kaloun ar roué, évid énori tî ann Aotrou a zô é Jéruzalem;
Nehemiah 2:3Hag é liviriz d’ar roué: O roué, bév da vikenn: pérâg na vé két trist va dremm, pa eo dizud ar géar m’éma enn-hi bésiou va zadou, ha pa eo bét dévet hé fersier gan̄d ann tân.
Nehemiah 4:2Hag é lavaraz dirâg hé vreûdeûr, ha dirâg eul lôd brâz eûs a Zamaritaned: Pétrâ a râ ar gôz Iusévien-zé? Hag hô lézel a rai ar boblou da ôber? Hag hî a rai hô sakrifisou, hag hô peûr-c’hrai enn eunn dervez? Hag hî a hellô laboura gan̄t mein, a zô bét lékéat gan̄d ann tân enn eur bern ludu?
Nehemiah 4:10Hôgen Judas a lavaraz: Ann dougerien a zô skuîz ha kalz a brî a zô hag ével-sé na hellimp két sével ar vûr.
Psalms 79:7Râk debret hô deûz Jakob: hag al léac’h ma’z édo ô choum hô deûz gwastet.