The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 102

1Aotrou, sélaou out va féden; ha r’az ai va garm bétég enn-od.

2Na zistrô két da zaoulagad diouz-in; é pé zeiz-bennâg é vézinn en̄krézet, digor da skouarn étrézég enn-oun. É pé zeiz-bennâg é c’halvinn ac’hanod, sélaou ouz-in buan.

3Râk va deisiou a zô diaézet ével môged; ha va eskern a zô dizéc’het ével eur c’héf-tân.

4Skôet ounn bét ével ar foenn, ha va c’haloun a zô dizéc’het; ô véza ma em eûs an̄kounac’héet dibri va bara.

5Gan̄t va lén̄v ha va c’heinvan eo staget va eskern out va c’hroc’hen.

6Hén̄vel ounn deûet out pélikan ann distrô; deûet ounn ével ar gaouen a gûz enn tiez.

7Beliet em eûz, hag ounn deûet ével ar golvan a zô hé-unan war enn dôen.

8Héd ann deiz va énébourien a damallé ac’hanoun; hag ar ré a veûlé ac’hanoun, a doué em énep:

9O véza ma tebrenn ludu ével bara, ha ma veskenn va daérou gan̄t va braoued,

10Enn abek d’as buanégez ha d’ar frouden; ha na éc’h eûz va diskaret goudé béza va zavet.

11Va deisiou a zô diaézet ével ar skeûd; ha mé a zô en em zizéc’het ével ar foenn.

12Hôgen té, Aotrou, a bâd a-viskoaz, hag ann én̄vor ac’hanod a iélô a-wenn-é-gwenn.

13Té a zavô, hag az pézô truez out Sion; râk deûed eo ann amzer, ann amzer da gaout truez out-hi.

14Râg hé vein a zô bét hétuz d’as servicherien; hag hî hô deûz bét truez oud hé douar.

15Hag ar brôadou a zoujô da hanô, ô Aotrou, hag holl rouéed ann douar a énorô da c’hloar.

16O véza m’en deûs ann Aotrou savet Sion: ha ma vézô gwélet enn hé c’hloar.

17Sellet en deûz out péden ar ré vuel; ha n’en deûz két disprizet hô goulenn.

18Ra vézô skrivet kémen̄t-sé évid ar rummou all; hag ar boblou a vézô krouet a veûlô ann Aotrou;

19O véza m’en deûz sellet eûz a lein hé léac’h san̄tel; sellet en deûz ann Aotrou eûz ann én̄v oud ann douar:

20Évit klévout keinvanou ar ré a oa enn éréou; évid tenna a boan mipien ar ré a oa barnet d’ar marô:

21Évit ma embannin̄t hanô ann Aotrou é Sion; hag hé veûleûdi é Jéruzalem,

22Pa en em strollô kévret ar boblou hag ar rouéed évit servicha ann Aotrou.

23Hag hén̄ a lavaraz da Zoué é hen̄t hé nerz: Rô da anaout d’in niver bihan va deisiou.

24Na chalv két ac’hanoun é han̄ter va deisiou; da vloasiou té a ia a-wenn é-gwenn.

25Té Aotrou, er penn-ken̄ta éc’h eûz diazezet ann douar; ha labour da zaouarn eo ann én̄vou.

26Hî a zeûi-da-gét, hôgen té a choumô; hî holl a gôsai ével eur zaé, hag ével eur van̄tel é kemmi anézhô, hag é vézin̄t kemmet.

27Hôgen té a zô bépred hével, ha da vloasiou a vézô da-viken (T).

28Bugalé da zervicherien a choumô énô; hag hô gwenn a vézô startéet da viken. ———— CII. PSALM. Évid David.

← Levr ar Salmoù 101Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 103 →

Study Levr ar Salmoù 102

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150