Levr ar Salmoù 103:8
Trugarézuz ha truézuz eo ann Aotrou; habask eo, ha truézuz-meûrbéd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
The LORD is merciful and gracious, slow to anger, and plenteous in mercy.
In Context
7Rôet en deûz da anaout hé hen̄chou da Voizez, hag hé ioulou da vugalé Israel.
9Na vuanékai két bépréd; ha na c’hourdrouzô két da-viken.
Read all of Levr ar Salmoù 103
Cross References
Numbers 14:18Ann Aotrou a zô habask ha leûn a drugarez; lémel a ra ar fallagriézou hag ar gwallou; na lez digastiz dén kabluz é-béd; emwélout a ra péc’héjou ann tadou er vugalé bétég ann drédé hag ar bévaré gwenn.
Nehemiah 9:17Ha né két fellet d’ézhô klevout, ha né két deûet da goun d’ézhô ar burzudou ez pôa gréat évit-hô. Kalédet hô deûz hô fennou, ha dré énébiez in̄t distrôet a-névez oud ar sklavérez. Hôgen té, Doué talvouduz, hégarad ha trugarézuz, habask ha leûn a drugarez, n’éc’h eûz két hô dilézet:
Psalms 86:5O véza, Aotrou, ma oud kûn̄ hag hégarad, ha ma skuḻez kalz trugarézou war ar ré holl a c’halv ac’hanod.
Psalms 130:7Hén̄ a zigas ar c’hoabr eûz a benn ann douar; trei a ra ar gurun é glaô. Tenna a râ ann avel eûz hé den̄zoriou.
Isaiah 55:7War eur ménez uc’hel-brâz éc’h eûz lékéat da wélé; hag oud piñet dî évit laza hostivou.
Joel 2:13Kémérit hô filsier, râg éog eo ar médérez: deûit ha diskennit, râg leûn eo ar waskel, ar waskou a ia dreist: râk paottet eo hô drougiez.