The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 103

1Va éné, bennig ann Aotrou; ha kémen̄d a zô enn-oun ra vennigô hé hanô san̄tel.

2Va éné, bennig ann Aotrou; ha na an̄kounac’ha két hé holl vadélésiou.

3Hén̄ eo a zistol d’id da holl fallagriézou hag a iac’ha da holl boaniou.

4Hén̄ eo a zasprén da vuez diouc’h ar marô; hag a gurun ac’hanod gan̄d hé drugarez hag hé vadélésiou.

5Hén̄ eo a garg da c’hoan̄t gan̄d hé vadou hag a névez da iaouan̄ktiz ével hini ann er.

6Ann Aotrou a rô hé drugarez hag hé varnédigez d’ar ré holl a c’houzan̄v ar gaou.

7Rôet en deûz da anaout hé hen̄chou da Voizez, hag hé ioulou da vugalé Israel.

8Trugarézuz ha truézuz eo ann Aotrou; habask eo, ha truézuz-meûrbéd.

9Na vuanékai két bépréd; ha na c’hourdrouzô két da-viken.

10N’en deûz két gréat d’é-omp hervez hor péchéjou; ha n’en deûz két rôet d’é-omp hervez hor fallagriez.

11Râk kémen̄t ha ma eo uc’hel ann én̄v dreist ann douar, en deûz startéet hé drugarez war ar ré a zouj anézhan̄.

12Ker pell ha ma eo ar sâv-héol diouc’h ar c’hûs-héol, en deûz pelléet diouz-omp hor fallagriézou.

13Ével m’en deûz eunn tâd truez oud hé vugalé, en deûz ann Aotrou truez oud ar re a zouj anézhan̄;

14O véza ma anavez ann danvez ac’hanomp. Koun a zô deûet d’ézhan̄ pénaoz é oamp poultr.

15Deisiou ann dén a zô ével ar géot; bleûñi a ra ével bleûn̄ ar mesiou.

16Râg ar spéred a dréménô enn-han̄, ha na vézô mui; ha na anavézô mui al léac’h m’éma bréman̄.

17Hôgen trugarez ann Aotrou a zô a-viskoaz, hag a choumô da-vikenn war ar ré a zouj anézhan̄. Hag hé reizded a choumô war vugalé ar vugalé

18Eûz ar ré a wîr hé gévrédigez hag hô deûz koun eûz hé c’hourc’hémennou évid hô sévéni.

19Ann Aotrou en deûz aozet hé drôn enn én̄v; hag hé rén a aotrouniô war bép-trâ.

20Bennigit ann Aotrou, c’houi hé holl élez; c’houi péré a zô kré ha galloudek hag a ra hé c’her, évit klévout mouéz hé lavariou.

21Bennigit ann Aotrou, c’houi hé holl arméou; c’houi hé vinistred péré a ra ar péz a fell d’ézhan̄ é vé gréat (T).

22Bennigit ann Aotrou, c’houi hé holl ôbériou, é pép léac’h hé aotrouniez; va éné, bennig ann Aotrou. ———— CIII. PSALM. Évid David.

← Levr ar Salmoù 102Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 104 →

Study Levr ar Salmoù 103

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150